Yaşar Kemal (Kemal Sadık Gökçeli e anv gwir) (Gökçedam, proviñs Osmaniye, 6 a viz Here 1923Istanbul, 28 a viz C'hwevrer 2015) a oa ur c'hazetenner ha skrivagner eus Turkia.

Eus ur familh baour e oa hag a bep seurt micherioù a reas goude ar skol. Kavout a reas labour gant ar gazetenn bemdeziek Cumhuriyet e 1951. E 1955 e voe embannet e romant kentañ, İnce Memed. Tamm-ha-tamm e teuas brud dezhañ hag e 1972 e oa bet rakdibabet e-touez danvez-loreidi Priz Nobel al lennegezh[1]. Unan eus skrivagnerien anavezetañ al lennegezh turkek eo bet en XXvet kantved. Troet eo bet e skridoù e meur a yezh, lod anezho e 29 yezh.

Meur a wech e embannas e soñj war stad ar minorelezhioù e Turkia (Armeniiz, Kurded). Kement a reas ma voe kondaonet gant Lez surentez ar Stad, abalamour d'e skridoù, ha toullbac'het e 1996.

Un nebeud skridoù

kemmañ
  • İnce Memed (1955)
  • Teneke (1955)
  • Orta Direk (1960)
  • Yer Demir Gök Bakır (1963)
  • Ölmez Otu (1968)
  • Binboğalar Efsanesi (1971)
  • Demirciler Çarşisi Cinayeti (1974)

Notennoù

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ