Yann-Vari Gwilhoù (Ar Mignon)
Yann-Vari Gwilhoù (26 Kerzu 1861-24 Kerzu 1931) a oa ur beleg ha skrivagner brezhonek.
Eus Duaod e oa genidik. Kelenner e voe e kloerdi bihan Plougernevel, kure e Plougernevel hag e Plounevez-Kintin, person e Lanvaeleg hag er C'houerc'had ha chaloni a enor e fin e vuhez.
Kenlabourat a reas gant Erwan ar Moal en ur sevel pennadoù evit Breiz hag Arvorig. Sinañ a rae anezho Ar Mignon. Gantañ e voe lakaet e brezhoneg Danevell varzus Sant Brendan, skrivet da gentañ e galleg gant Joseph Duchauchix, hag a voe embannet gant Gwalarn e 1929 ha 1930[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ Lukian Raoul : Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, pp. 130 ha 93 (ISBN 2-7368-0034-6)