Yann Poupinot

(Adkaset eus Yann Boupinod)

Yann Poupinot (1921, Colombes - 1976, Naoned) a oa un emsaver breizhat.

Ezel e oa eus Framm Keltiek Breizh e 1941. Sekretour Ker Vreiz e voe e Pariz er bloavezhioù 1950. Diwar ar c'hentelioù istor ha douaroniezh roet gantañ e Ker-Vreiz e savas ul levr anvet La Bretagne contemporaine, embannet e 1954 ha 1955. E 1957 e voe unan eus ar re a grouas ar MOB (Mouvement pour l'Organisation de la Bretagne), gant Yann Fouéré ha Ronan Goarant. Kadoriad Kreizenn Sevenadurel Keltiek Naoned e oa, pa varvas e miz C'hwevrer 1976[1].

Skridoù kemmañ

  • La Bretagne contemporaine. Contribution à l'étude de son évolution. Histoire économique et sociale de 1789 à nos jours. 1789-1914. Ker Vreiz, 1954 ha 1955 (gant Pierre Laurent).
  • Les Bretons à l'heure de l'Europe. Nouvelles éditions latines, Paris, 1961, 191 p.
  • ABC du collectionneur de monnaies. 1971, 1972. Association numismatique armoricaine Châtelaudren Ed. de Montsouris - Naoned
  • Le sentiment d'appartenance bretonne en Loire-Atlantique. Editions Kendalc'h, 1972.
  • Atlas historique de Bretagne, Edition Historiques de Bretagne, Lorient, 1986. (gant Roger Hervé)

Daveoù kemmañ

  1. Renabl ar c'hevredigezhioù hag al luskadoù sevenadurel breizhek el Liger Atlantel, Kelc'h Sevenadurel Keltiek Naoned, Mezheven 1976, 40 p.