Kêr-Vreizh

(Adkaset eus Ker-Vreiz)

 La Bretagne contemporaine,

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Kêr-Vreizh a oa ur greizenn sevenadurel vreizhek staliet e Pariz e 1938 gant anv Ker Vreiz (brezhoneg unvan) ha serret e voe e 1985. Ul lec'h evit prezegennoù, bodadegoù, abadennoù ha kentelioù brezhoneg eo bet. Kenderc'hel a reas hec'h obererezhioù e-pad an Eil Brezel-bed ha chom a reas evel ul lec'h digor ha neptuek e-pad 40 vloaz, lec'h emgav an Emsav e Pariz memestra. Modernaet e voe an anv a yeas da gKêr-Vreizh. Goude 1985 e voe renet gant ur strollad broadelour strishoc'h e vennozhioù ken e voe serret al lec'h, 43 straed Saint-Placide, nepell eus karter Montparnasse. Ur c'hevarzhe nevez a voe savet gant ar renerien nevez, Kervreizh hec'h anv.

1938-1944

kemmañ

Digoret e voe Ker-Vreiz e diskar-amzer 1938, gant harp izili Strollad ar Vrezonegerien (SAV) o doe krouet ur gelaouenn hollvrezhonek e 1936[1]. Keloù Ker-Vreiz a veze roet dre ar ganol-se ingal hag e veze dalc'het bodadegoù SAV di. Er gelaouenn SAV eo bet termenet evel "ur c'hevredad… evit klask boda en hevelep lec'h eun nebeud oberiaduriou breizek a-zivout ar yez, an arzou, an arboellerez hag all…, a oa, betek-hen strewet a zehou hag a gleiz e Pariz[2]. Roet eo kentelioù brezhoneg gant Berthou ha Andreo Daniel ha war an istor gant Raymond Delaporte. Ul levraoueg vrezhonek a vez digor d'ar sadorn. Desket e veze ar c'horoll hag kelc'hioù studi a bled(o) “gant eur gudenn vreizek bennak”. Ouzhpenn-se eo meneget m'en em vodo kevrennad Pariz Breiz Atao eno. Arnodoù an Trec'h a voe tremenet pep bloaz. E-mod-se e adtapas yezh e hendadoù meur a Vreizhad parizian.
Kadoriet e voe an digoradur d'an 20 a viz Mae 1939 gant Yann Fouere, prezidant Ar Brezoneg er Skol (ABES) ,ha Georges-Gustave Toudouze, skrivagner ar mor.
E-barzh Galarn, niv. 131, Kerzu 1940, e voe roet un nebeud keloù gant Andreo Daniel diwar-benn "petra a zo bet graet abaoe mezeven" (pa oa erruet al lu alaman). Addigoret eo bet al lec'h ha bemdez e vez digor d'ar pardaez. Kentelioù brezhoneg evit ar re a oar un tammig ar yezh e veze roet da 4 diskibl gant ur Gwilhou bennak hag evit an 15 deraouad o doe Andreo Daniel evit o c'helenn. Strollad ar Vrezhonegerien (SAV), embanner ar gelaouenn lennegel a zalc'he ur vodadeg bep miz hag e-doug an hini gentañ (15 a viz Here) e voe lakaet da rener (prezidant), Andreo Koulouarn, da eil rener, Stervinou ha da sekretour, Joli.

Goude ar brezel

kemmañ

Pa voe merket evel ul lec'h ma voe kenlabourerien gant an dalc'herien alaman e voe berzet d'ober traou ennañ gant ur strollad rezistanted e diskar-amzer 1944. E nevez-amzer 1945 e voe dalc'het bodadeg-veur nevez Ker-Vreiz dindan renerezh ur c'hengor arbennik (6 ezel : Frañsez Falc'hun ha 3 Bretons émancipés en o zouez) ha lakaet Léon Toulemont e penn ar gevredigezh. Embannet e voe ma oa Ker-Vreiz, « ur gevredigezh a ya da vodañ, e maezh pep politikerezh ha pep relijion, e maezh pep gevredigezh breizhek, an holl Breizhiz Bariz a blij ar brezhoneg dezho, a fell dezho e tifenn hag e skignañ, a zo dedennet gant kustumoù, istor ha douaroniezh Breizh… hag a het dont da vezañ kreizenn an obererezh kefredel e Pariz ». (troet diwar ar galleg)[3]. Hervez Armel Calvé, an holl brezegennoù a oa o temoù kreizennet war istor, douaroniezh pe armerzh Breizh hag Keltia.
Ur greizenn evit ar politikerezh e voe ivez. Resevet e voe dileuridi kefridiezh kefridiezh Kuzul Eisteddfod broadel Kembre e miz Ebrel 1947 hag e tisklerias penn ar gefridiezh, William John Gruffyd, kannad e Parlamant Breizh-Veur :« Bewezh ma vo unan diouzhoc'h gant aon koll e frankiz pe e vuhez, ra glasko repu en eil Vreizh a zo Kembre anezhañ ».[4].
D'an 23 a viz Mezheven 1947 e voe dalc'het bodadeg kentañ Unvaniez Difennourien ar Brezoneg. Kendalc'h a rae Ker-Vreiz(h) gant ar c'hampagn evit an deskadurezh vrezhonek a voe bet hini kevredigezh Ar Brezoneg er Skol (ABES) displeget meur a wezh war al lec'h-se.

Lec'h sevenadur Breizh e Pariz

kemmañ

Bihan a-walc'h e oa ar sal, met e c'helle enderc'hel un daou-ugentad a arvesterien. E 1967 e kinnigas e ganadeg kentañ Alan Stivell. E 1972 e voe c'hoariet Gwreg an toer, ur pezh-c'hoari savet gant Tangi Malmanche.

Lec'h kentelioù war ar brezhoneg

kemmañ

Kentelioù brezhonek a veze roet ingal. Er bloavezioù kentañ e veze graet ar c'hentelioù gant ar prezidant, Andreo Daniel ha gant Kolaz Suignard, Andrev Latimier. Goude ma vo izelaet levezon komunourien ar Bretons émancipés e kemeras perzh Yann Gerlann (Kerlann) da veradur ar c'hevarzhe hag e roas kentelioù brezhoneg ivez? Pelloc'h e reas Goulven Pennaod kentelioù war ul live uhel, kentelioù yezhadur eta. Er bloaz 1971 e veze roet kentelioù brezhoneg pep abardaez da 7 eur.[5].

Embannadurioù Kêr-Vreizh

kemmañ

Embannet e voe ur seurt hentenn-zeskiñ ar brezhoneg gant A. Daniel e 1944 e embannadurioù Armorica :

E 1947 e voe embannet ur gelaouenn, Ker Vreiz e ditl.

Pennadurezhioù bet renerien (prezidanted) Kêr-Vreizh

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù ha daveeennoù

kemmañ
  1. Armel Calvé, Histoire des Bretons à Paris, p. 228.
  2. SAV, n° 10, nevez-amzer 1938.
  3. Armel Calvé, Histoire des Bretons à Paris, p. 232.
  4. "Ronan Caerléon, Complots pour une république bretonne, La Table ronde, 1967, p. 367.
  5. Meneget war ur follenn liesskrivet hep sinadur ha deiziadet « trimiz kentañ 1971 », 13 lec'h kelenn renablet e Rannvro Pariz warni.