Yannig Baron zo un emsaver breton hag a zo bet prezidant ar gevredigezh Dihun.

Yannig Baron e 2012, Kolier an Erminig en e gerc'henn.

Embannet en deus ul levr gallek, "Tan ba'n ti", diwar-benn stad ar brezhoneg hag ar yezhoù bihanniver.

E Gwened emañ Yannig Baron o chom. Prezidant ar gevredigezh "Peulvanoù dieub" eo bet.

Aet e oa kolier an Erminig gantañ e 2004.