Yezhoù alemanek izel
familh yezhoù
Ur skourr eus ar yezhoù alemanek eus ar familh-yezhoù c'hermanek eo ar yezhoù alemanek izel komzet e Baden-Württemberg (Alamagn), en Elzas (Frañs) hag e Basel (Suis).
Aezet eo ober an diforc'h etre an alemaneg izel hag an alemaneg uhel hervez ma vez implijet k (izel) pe ch (uhel), da skouer:
- Alemaneg izel: kalt 'yen'
- Alemaneg uhel: chalt
Disheñvel eo diouzh ar swabeg dre ma'z vez distaget evel vogalennoù simpl en alemaneg izel ar vogalennoù distaget evel diftongennoù e swabeg, da skouer:
- Alemaneg izel: Huus 'ti'; Ziit 'amzer'
- Swabeg: Hous 'ti'; Zejt 'amzer'