Yezhoù aostriek-bavarek
yezh
Renket e-touez ar yezhoù germanek uhel e vez ar yezhoù aostriek-bavarek pe bavarek.
Disheñvel eo ar rannyezhoù aostriek-bavarek diouzh an alamaneg unvan hag a dalvez peurliesañ da yezh dre skrid abalamour ma n'eus yezh bavarek unvan ebet met graet e vez kentoc'h gant ar bavareg dre gomz. En holl e vez komzet ar yezhoù aostriek-bavarek gant 12 milion bennak a dud.
Komzet e vez ar rannyezhoù bavarek el lec'hioù-mañ da heul:
- Bavaria:
- Bavaria Uhel (Oberbayern)
- Bavaria Izel (Niederbayern)
- Palatinat Uhel
- Aostria:
- dre ar vro a-bezh estreget Vorarlberg ha Reutte en Tirol ma vez komzet ur rannyezh alemanek
- Italia:
Teir rannyezh pennañ ez eus:
- Bavareg an norzh, komzet e Palatinat Uhel hag e Wunsiedel e Frankonia Uhel
- Bavareg ar c'hreiz, komzet e Munich, Bavaria Uhel, Bavaria Izel, su Palatinat Uhel, Aichach e Swabia, norzh Stad Salzburg, Aostria-Izel, Aostria-Uhel ha Vienna (Vienneg)
- Bavareg ar su, komzet e Stad Tirol, Su Tirol, Karintia, Stiria hag e su Salzburg ha Burgenland