Yezhoù c'hwlaek-c'hwelek

familh yezhoù

Ur skourr eus ar yezh gbeek eo ar yezhoù c'hwlaek-c'hwelek (LFE: [χʷlà χʷèlá]; saozneg phla-pherá) komzet dreist-holl e gevred ha mervent Benin ha nebeutoc'h ivez e gevred Togo ha mervent Nijeria gant etre 400.000 ha 700.000 den.

Unan eus skourroù bihanañ ar yezhoù gbeek eo ar yezhoù c'hwlaek-c'hwelek, hag ouzhpenn-se ez eo ar yezhoù-mañ ar re disheñvelañ diouzh are yezhoù gbeek all dre ma'z int bet lezonet -don gant ar yezhoù all komzet en o zro.

Daou vloc'had pennañ ez eus:

  • Ar yezhoù c'hwlaek (anvet ivez pla, fla, kpla, xwla, hwla)
  • Ar yezhoù c'hwelek (anvet ivez peda, fida, houéda)

N'eo ket gwall sklaer penaos e tlefer renkañ ar yezhoù c'hwlaek-c'hwelek ez-resis, met setu penaos e vezont isranket peurliesañ:

  • Aladeg (alada, arda); mervent Nijeria
  • Tolieg (tɔli, tori); Proviñsoù Atlantel ha Weme e Benin
  • Tofineg (tɔfin); Proviñs Weme e Benin
  • C'hweleg; Proviñs Atlantel e Benin
  • C'hwlaeg; war ar vevenn etre Togo ha Benin
  • Ayizeg; (ayizɔ, ayize); Proviñs Weme e Benin
  • Kotafoneg (kotafon); Proviñs Mono e Benin
  • Tsapeg (tsáphɛ, sahwe); norzh Proviñs Mono e Benin
  • Gbési (Gbesi); Proviñs Mono e Benin
  • Seeg (); kornôg Proviñs Mono e Benin.


Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ