Yezhoù gbeek
familh yezhoù
Ur skourr eus ar yezhoù kwaek, a zo renket d'o zro e-touez ar familh nigerek-kongoek, eo ar yezhoù gbeek ([g͡be]), a zo un 20 yezh bennak komzet etre reter Ghana ha kornôg Nigeria gant tro-dro da 4-8 milion a dud en holl.
Yezhoù dezrannel eo an holl yezhoù gbeek hag implijout a reont tonennoù.
Isrannet e vez ar yezhoù gbeek e pemp skourr pennañ.
- Eweeg (ewe, vhe, ewegbe) : ar yezh gbeek muiañ-komzet, gant tro-dro da 3 000 000 a dud e Ghana hag e Togo
- Anloeg (anlo)
- Kpandoeg
- Hoeg
- Fodomeg
- Foneg (fon, fongbe, popo) : komzet gant tro-dro da 1 700 000 a dud gant Foned Togo ha Benin
- Goungbeeg
- Kapseeg
- Agbomeeg
- Maksieg
- Adjaeg (aja, ajagbe, adja): komzet gant tro-dro da 1 300 000 a dud e Togo
- Dogboeg
- Sikpieg
- Geneg (gen, ge, mina, gengbe) : komzet gant tro-dro da 400 000 a dud e Togo
- Glidjieg
- Aneksoeg
- Agoyeg
- Yezhoù c'hwlaek-c'hwelek (phla-pherá) : komzet gant tro-dro da 400 000 a dud e Togo ha Benin
- Alada
- Toli
- Ayizo