Yezhoù tchoumachek
Ur familh-yezhoù ar yezhoù tchoumachek (saozneg: Chumash pe Chumashan), enni 7 yezh komzet war aodoù su Kalifornia er Stadoù Unanet.
Marv eo an holl yezhoù er familh-mañ, aet da anaon Mary Yee, an hini diwezhañ a rae gant an barbaregneg e 1965.
Disheñvel-tre e oa an obispegneg diouzh ar yezhoù tchoumacheg all. Div rannyezh eus an hevelep yezh e c'helle bezañ an inesegneg hag ar barbaregneg. Nebeud-tre a dielloù a chom diwar-benn ar pourisimegneg. Meur a rannyezh ventouregnek a oa. Meur a isrannyezh krouzegnek a oa ivez komzet war Enez Santa Cruz ha Enez Santa Rosa, met kaset e oa bet an holl dud a rae gante d'an douarvras e penn-kentañ ar bloavezhioù 1800.
Savet e oa bet anvioù ar obispegneg, pourisimegneg, inesegneg, barbaregneg hag ar ventouregneg diwar anv an Misionoù frañsiskanek bet adlc'hiet ar boblañs enne.
Liammoù diaqvaez
kemmañPorched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |