Hervez an Tanac'h e voe Yoahaz[1] (hebraeg: יְהוֹאָחָז‎ Yəhō’āḥāz, "Yahweh en deus dalc'het"; latin: Joachaz), mab Yehou, roue Israel etre 814 KJK ha 798 KJK.

Yoahaz e Promptuarii Iconum Insigniorum Guillaume Rouillé

Setu ar pezh a lenner en Eil Levr ar Rouaned diwar e benn : « Ober a reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, hag e kerzhas war -lerc'h pec'hedoù Yarovam, mab Nevat, hag en devoa laket Israel da bec'hiñ : ne zistroas ket diouto. Hag e tommas konnar an Aotroù ouzh Israel; hag e lake anezho e dorn Hazael, roue Aram, hag e dorn Ben-Hadad, mab Hazael, bepred. » (2R 13, 2-3)[2]

Ren a reas Yoash , e vab, war e lerc'h.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Anvet eo Joakaz e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 336
  2. troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 182