You (stirad skinwel)

Stirad skinwel stadunanat

You zo ur stirad skinwel a skrij stadunanat sevenet gant Greg Berlanti ha Sera Gamble. Produet eo gant Warner Horizon Television, harpet gant Alloy Entertainment hag A&E Studios. Ar c'hentañ koulzad zo diazezet war ur romant gant Caroline Kepnes embannet e 2014. Heuliañ a reer buhez Joe Goldberg, ul levraoueger eus New York hag ul lazher a steudad troet da sot gant ur pratik eus e stal levrioù anvet Guinevere Beck. Ar c'hentañ koulzad, embannet e 2018, zo c'hoariet gant Penn Badgley, Elizabeth Lail, Luca Padovan, Zach Cherry, ha Shay Mitchell. Evit an eil koulzad, Ambyr Childers a zeu da vezañ ur roll alies, Victoria Pedretti zo pal nevez Joe. Kavout a reer ivez James Scully, Jenna Ortega ha Carmela Zumbado.

Logo ar stirad skinwel You

Ar c'hentañ gwech ma voe skignet ar stirad skinwel a oa bet war ar chadenn skinwel Lifetime d'an 9 a viz Gwengolo 2018, evit Stadoù-Unanet Amerika. Goude-se e voe lakaet e stumm streaming war ar chadenn Netflix evit ar bed-holl d'ar 26 a viz Kerzu 2018.

Da gentañ ne oa ket bet graet berzh bras gant ar stirad skinwel pa oa bet skignet war ar chadenn Lifetime. Ur wech skignet dre Netflix e oa deuet da vezañ brudet ha burutellet mat. War Netflix e oa bet ouzhpenn 43 milion a arvesterien evit ar c'hentañ koulzad. Lifetime en doa embannet e vefe kendalc'het ar stirad gant un eil koulzad a-ziwar eil romant Kepnes anvet Hidden Bodies, d'ar 26 a viz Gouhere 2018. D'an 3 a viz Kerzu 2018 e oa embannet e tremenfe ar stirad eus Netflix da Netflix Original.

An eil koulzad a voe embannet war Netflix nemetken d'ar 26 a viz Kerzu 2019. D'ar 14 a viz Genver 2020 e oa bet embannet e vefe un trede koulzad gant Netflix, hag a zo da vezañ embannet da vat e 2021. Badgley ha Pedretti a adc'hoarife ar memes rolloù.

An istor kemmañ

Pennad spisoc'h: You (koulzad 1), You (koulzad 2), You (koulzad 3)

Er c'hentañ koulzad e heulier Joe Goldberg, perc'henn ur stal levrioù en New York, a gej gant Guinevere Beck, ur skrivagnerez da vezañ. Treiñ a ra da sot ganti. Evit dont a-benn da dostaat ouzh ar vaouez e ya da spiañ ar rouedadoù sokial. Goude-se e krog da glask tennañ an holl skoilhoù a c'hallfe bezañ etrezo hag o c'harantez.

En eil koulzad, Joe Goldberg a ya kuit eus New York evit mont da vevañ da Los Angeles o klask troc'hañ gant e istor tremenet. Eno e krog da vevañ gant un identelezh nevez. Kejañ a ra gant ur geginerez anvet Love Quinn, Joe a dro da sot ganti met klask a ra chom pell diouti evit talañ ouzh e sorc'hennadur ha feulster. Gant ma vez Joe o klask sevel un istor karantez nevez e Kêr an Aeled, klask a ra ober pep tra evit dont da benn gant Love. En entremar e chom etre e c'hoant da implij doareoù amlezennel pe get evit trec'hiñ en ur gemer e kont fazioù e istorioù karantez c'hwitet.

Aktourien kemmañ