Youdith, pe Judit e brezhoneg, a zo, hervez Levr Youdith ar Bibl, un intañvez yaouank hag he doa lazhet Olofern, pennkadour arme roue an Asirianed goude bezañ hoalet anezhañ dre he c'hened.

Youdith ha penn Olofern Gustav Klimt, 1901. Belvedere, Vienna.

E soñj sujañ pobloù ar C'huzh-heol hag ar C'hreisteiz, en o zouez ar Yuzevien, e oa roue an Asirianed. Un armead niverus-kenañ a oa dindan urzhioù Olofern, e bennkadour[1].

Setu danvez an "istor" hervez troidigezh An Tour-Tan, el levrenn 5 :

« Baituloua, ur gêr vihan ouzh harzoù Israel, sezizet gant Olofern, a zo prest da gouezhañ. Ha setu ma sav d'an ampoent un intañvez yaouank eus ar gêr, hec'h anv Youdith, hag a ya da-gaout ar pennkadour betek en e dinell, da hoalañ anezhañ dre he c'hened, d'e zibennañ en e gousk, ha da zistreiñ davet he c'henvroiz, sabatuet-mik ouzh hec'h adwelout ha bec'h ganto o kompren penaos eo deuet a-benn ar vaouez kalonek da lakaat un termen da rogentez Olofern ha d'o saveteiñ war un dro diouzh an enkadenn m'en em gavent enni. »

Un arouez eus plas ar merc'hed er Bibl eo Youdith. Taolennet eo bet gant kalz arzourien.

Pennadoù kar

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 5, 1986, p. 29.