Ystad (distaget [ˈʏstɐ] pe [ˈyːˌstɑːdʰ] e svedeg) zo ur gêr hag ur porzh e su Sveden. Emañ e Skania, war ribl ar Mor Baltel, un 60 km bennak diouzh Malmö hag ur 80 km bennak diouzh Kopenhagen (e Danmark). E 2010 e oa 18 350 a dud o chom enni, hag er gumun e oa 27 000 a annezidi.

Ti-kêr Ystad

Unan eus kêrioù koshañ Sveden eo Ystad, pa gaver roud anezhi en XIvet ha XIIvet kantved, en amzer ma oa stag Skania ouzh Danmark. Hiziv ez eo ur greizenn velestradurel hag ur porzh gant kalz a vonedone. Brudet eo abalamour da romantoù polis ar skrivagner Henning Mankell, a dremen eno ha tro-war-dro.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.