Yves-Marie Le Gouaz

Yves-Marie Le Gouaz
Anv badez Yves-Marie Le Gouaz
Deiziad ganedigezh 15 a viz C'hwevrer 1742
Aet da anaon 12 a viz Even 1816 (74 vloaz)

Pariz, Bro C'hall

Lec'h ganedigezh Brest, Breizh
Bro Kroaz Du.svg Breizh
Micherioù Engraver

Yves-Marie Le Gouaz ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1742 e Brest hag aet da anaon d'an 12 a viz Even 1816 e Pariz a oa un engraver breizhat.

Sell eus porzh an Oriant adal kae mekanik ar gwerniañ, 1776

Dimezet e oa gant Marie-Jeanne Ozanne (1736-1786) c'hoar e vestr war an arzoù Nicolas Ozanne (1728-1811)[1],[2] ; ur verc'h o deus bet, anvet Marie-Amélie Le Gouaz. 60 engravadur en deus bet graet an darn adal tresadennoù Ozanne[3].

Dre an hent roet gant e gerent e oa bet skoliad d'an engraver Jacques Aliamet e Pariz adal 1763[4].

E 1770 ez eo choazet da vont etrezek Akademiezh roueel ar skiantoù gall evit kemer plas an engraver Ingram, labourat a raio eno betek ar bloavezh 1790[5].

Labouret en doa e-pad mare ar renad kozh ha kendalc'het goude-se betek mare Napoleon[6].

Tro-speredAozañ

Laret e vez eus outañ e oa un den sichant gant an holl ha sioul. Laret e vez e devoa atav un tro-spered seder. Hervez ar re a skrivas e vuhez e oa ur sitoyan direbech, ur gwaz leal hag un tad karantezus.

Doare arz Yves-Marie Le GouazAozañ

Anavezet ez eo dreist-holl evit bezañ engraver ar porzhioù hag ar bigi. Labouret en deus bet ivez war engravadurioù teknikel liammet gant an tredan.

 
Engravadur teknikel gant Yves-Marie Le Gouaz en Mémoires sur l'électricité et la magnétisme (1789)

OberennoùAozañ

  • Gant Coulomb, C. A. (Charles Augustin), 1736-1806; Fossier, tresour; Le Gouaz, Yves-Marie, 1742-1816, engraver; Adam, engraver, Mémoires sur l'électricité et la magnétisme, Extraits des mémoires de l'Académie Royale des Sciences de Paris, publiés dans les années 1785 à 1789, avec planches et tableaux., Akademiezh roueel ar skiantoù, embanner Chez Bachelier libraire, Pariz, 486 pajenn

Liammoù diavaezAozañ

LevrlennadurAozañ

  • Daniel-Louis Miorcec de Kerdanet, Notices chronologiques sur les théologiens, jurisconsultes, philosophes, artistes, littérateurs, poètes, bardes, troubadours et historiens de la Bretagne, depuis le commencement de Père chrétienne jusqu'à nos jours, avec deux tables : la première présentant, dans l'ordre alphabétique, tous les personnages dont il est fait mention dans ces notices; la seconde les rapportant aux villes et lieux auxquels ils appartiennent, moulet gant Moulin-Danelle, Roazhon, moulet gant GMF-Michel, Brest Meurzh 1818
  • Christophe-Paulin de La Poix Fréminville (Marc'heg a, kabiten ar Roue), Antiquités de la Bretagne: Finistère, Volume 2, embanner Lefournier et Deperiers, Brest, 1835

Notennoù ha daveennoùAozañ