Yves Camille Désiré Leterme (ganet d'ar 6 a viz Here 1960 e Wervik) zo bet kentañ ministr Belgia div wech, etre miz Meurzh 2008 ha miz Kerzu 2008, e miz Ebrel 2009, etre miz Du 2009 ha miz Ebrel 2010 hag etre miz Ebrel 2010 ha miz Kerzu 2011. Etre 2004 ha 2007 e oa ministr-prezidant (e penn gouarnamant) Flandrez.

Yves Leterme

Mab eo d'ur Wallon ha d'ur Flandrezadez ha kaozeal a ra mat-tre galleg koulz ha nederlandeg. Dimezet eo ha tri bugel en deus.

Tremenet en deus e vugaleaj e Zillebeke, e kumun Ieper. Studiet en deus ar skiantoù politikel e skol-veur Gent. E 1983 e oa deuet da vezañ prezidant yaouankiz ar strollad CVP. E 1991 e oa bet anvet da sekretour broadel ar CVP (CD&V bremañ). Dilennet e oa bet e ti-kêr Ieper e 1995, hag aet e oa da gannad e Parlamant Belgia e 1999. E miz Mezheven 2003 e oa bet dilennet e penn ar strollad Christen-Democratisch en Vlaams hag e miz Gouere 2004 e oa deuet da vezañ ministr-prezidant Flandrez.


Liammoù diavaez kemmañ