Zombicide, zo ur c'hoari taol kenstroll gant zombied, savet gant Guillotine Games. Lañset eo bet goude ur c'hampagn rastellañ arc'hant dre Kickstarter gant an embanner CoolMiniOrNot. Rastellet e oa bet 781 597$ gant 5258 poster arc'hant.

Zombicide e-pad ar Pyrkon 2015 Poznań

Er c'hoari, pep c'hoarier (betek 6 anezho) a vestroni eus unan betek pevar (ma c'hoari e-unan) "dreistbever", denel, en ur gêr aloubet gant zombied. En gwirionez an "dreistbeverien" a dro da "chaseourien" zombied a-feur ma pad ar c'hrogad. Ret eo d'ar skipailh memestra kaout ur c'hempouez etre dreistbevañ ha lazhadegañ zombied: dre ma ya ar zombicide war-raok, al "live dañjer" a ya war uhelaat hag an niver a dud klañv a ya war-gresk. Forzh peseurt fazi a c'hell lakaat ar c'hrogad da vont d'ur c'holl.

Meur a heuliad a zo bett krouet hag o deus graet berzh: Prison Outbreak, Rue Morgue, hag unan doare moliac'h Zombicide: Black Plague, an holl anezho o vezañ bet embannet gant CoolMiniOrNot. Ar frañchiz en deus bet rastellet 9 153 036$ en holl dre Kickstarter d'ar 7 a viz Gouhere 2015. Zombicide: Black Plague, ar 4e c'hoari en heuliad, eo ar c'hoari taol en deus rastellet ar muiañ a arc'hant dre an doare Kickstarter.

Zombicide - koulzad 1