Zonia Margarita Bowen (23 a viz Ebrel 1926 en Ormesby St. Margaret - 18 a viz Meurzh 2024) a oa un emsaverez hag ur skrivagnerez eus Kembre.

Zonia Bowen
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet, Kembre Kemmañ
Anv ganedigezhZonia North Kemmañ
Anv-familhBowen Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Ebr 1926 Kemmañ
Lec'h ganedigezhOrmesby St Margaret Kemmañ
Deiziad ar marv18 Meu 2024 Kemmañ
PriedGeraint Bowen Kemmañ
KarGwilym Bowen Rhys Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, galleg, kembraeg, brezhoneg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ
Bet war ar studi eBangor University Kemmañ

Ganet e voe Zonia North e Norfolk ha desavet e Yorkshire. Saoz e oa he orin eta. Goude studioù e skol-veur Bangor e chomas da vevañ e Kembre ma timezas da C'heraint Bowen, hag a voe arc'hdrouiz Kembre diwezhatoc'h.

E 1967 e voe e-touez ar maouezed a savas ar strollad kembraek Merched y Wawr, gant un nebeud maouezed a zivizas kuitaat an aozadur Women's Institute. Pal ar strollad nevez a oa heñvel ouzh hini ar W.I. : reiñ lusk d'ar vuhez war ar maez ha lakaat ar maouezed da gemer ur perzh oberiant e buhez ar gevredigezh ; met savet e oa bet Merched y Wawr evit gallout ober ar bodadegoù e kembraeg, tra ma poueze ar W.I. evit ma vije graet gant ar saozneg[1].
Goude dek vloaz e penn Merched y Wawr e roas he dilez, abalamour ma kave dezhi e ranke ar strollad-se chom neptu a-grenn war an dachenn relijiel.

Deskiñ brezhoneg a reas Zonia Bowen ivez ha treiñ skridoù brezhonek e kembraeg[2]. Ganti ivez e voe savet Llydaweg i'r Cymro, al levr kembraek kentañ da zeskiñ brezhoneg.

Levrioù kemmañ

  • Llydaweg i'r Cymro, Y Bala, Gwasg y Sir, 1977
  • Yec'hed Mat / Iechyd Da, Gwasg y Lolfa, 1980
  • Alan a'r tri brenin, Llyfrau'r Faner, 1984
  • Dy bobl di fydd fy mhobl i, eñvorennoù Zonia Bowen, Gwasg y Lolfa, 2015[3]
  • Geraint & Zonia Bowen, Hanes Gorsedd y Beirdd, Cyhoeddiadau Barddas, 1991

Notennoù kemmañ

  1. (cy) Crefydd, y Gymraeg a Zonia Bowen, Cymru Fyw, BBC, 4 C'hwevrer 2015
  2. Evel Alan a'r tri brenin (Alanig an Tri Roue, gant Roparz Hemon, 1984.
  3. (cy) (en) Good Reads