Zugzwang (alamaneg : Zugzwang [ˈtsuːktsvaŋ], "redi da fiñval") a reer e c'hoari an echedoù, hag e c'hoarioù all evel an damoù, ar go, ar xiangqi, eus un degouezh ma vez gwanaet un tu abalamour ma rank lakaat ur pezh da fiñval ; e zugzwang e vez ar c'hoarier·ez pa ne c'hall ket ober ur fiñv aotreet hep en em lakaat en arvar.
Pa vez kreñvoc'h un tu eget egile en ur c'hrogad e c'hoarvez alies ma klaskfe lakaat an tu enep e zugzwang evit gounez ; ret eo a-wechoù e vefe zugzwang evit ma vefe gounezet ar c'hrogad gant an eil tu pe egile.

E dibenn ar c'hrogadoù peurliesañ e c'hoarvez zugzwang, pa ne chom nemet ar rouaned ha soudarded pergen.

E niverenn miz Gwengolo 1858 er gelaouenn alaman Deutsche Schachzeitung, pp. 353–358, e kaver kentañ meneg eus ar ger en ur pennad disin anvet Zugzwang, Zugwahl und Privilegien ("Redi da fiñval, diuz er fiñv ha brientoù").[1] ; gant Emanuel Lasker e 1908 e voe implijet e saozneg evit ar wech kentañ.[2]
Hogen kantvedoù kent ma voe moullet ar ger zugzwang e veze anavezet an darvoudenn : deskrivet eo e dornskridoù chatrang e deroù an IXvet kantved, hag c'hoazh en e gaver en ur studi gant Alessandro Salvio bet embannet e 1604[3].

Skouerioù

kemmañ
abcdefgh
8
 
 
 
 
8
77
66
55
44
33
22
11
abcdefgh
1. E zugzwang emañ ar roue du.
Ur skouer eeun

Tro an tu gwenn eo da c'hoari en diagramm 1.

  • E zugzwang emañ ar roue gwenn e d1, pa ne c'hall c'hoari nemet n. c2 ; savidigezh ar soudard du a c'hallo c'hoarvezout goude-se :
n. ... Re2
n+1. d1=D pe d1=T, ha war var e vuhez emañ ar roue gwenn.
  • Ha ma'z eo tro an tu du da c'hoari da gentañ ? E zugzwang emañ ivez, rak forzh pe fiñv a lakaio termen d'ar c'hrogad :
mar c'hoari n. d3 e laka ar roue du e pat ;
mar c'hoari n. d4, e4, f4, f3 pe f2 e tegas n. ... Rxd2 hag echu eo ar c'hrogad abalamour ma ne chom nemet an daou roue war an dachenn.
Unan eus ar zugzwang kentañ a zo testeniekaet
Zairab Katai, c. 823
abcdefgh
8
 
 
 
 
 
8
77
66
55
44
33
22
11
abcdefgh
2. Gwenn a fiñv hag a c'hounez.


Kemplesoc'h un tamm eo ar zugzwang a zo en ur studi chatrang bet skrivet e deroù an IXvet kantved, azasaet amañ evit an echedoù.

1. Te3 — Argadenn war ar Marc'heg du.
1. ... Mg1 — Tec'hadenn ; ne c'hall ket mont da g3, ha mar c'hoarife ... Mc1 : 2. Tc3+ ..., 3. Txc1 ha koll an tu du dizale.
2. Rf5 — Tostaat d'ar Marc'heg.
2. ... Rd4 — Argadenn war an Tour gwenn.
3. Rf4 — Difenn an Tour ; ne c'hall ket ar Marc'heg tagañ ar Roue gwenn, abalamour d'an Tour. E zugzwang emañ eta.

Dic'halloud eo ar Roue du e-pad ma argader e Varc'heg :

3. ... Rc4 — Kiladenn.
4. Rg3 — Gwaskañ ar Marc'heg.
4. ... Rd4 — Tagañ an Tour adarre, en aner avat.
5. Te1 — Gennet ar Marc'heg du, ar re wenn a c'hounez ar c'hrogad.
Ur zugzwang e levr Alessandro Salvio
G. C. Polerio, 1585
abcdefgh
8
 
 
 
 
 
 
 
 
8
77
66
55
44
33
22
11
abcdefgh
3. Gwenn a fiñv hag a c'hounez.

En e levr embannet e 1604 e ro Alessandro Salvio da skouer ur zugzwang bet c'hoariet gant Giulio Polerio e 1585.

1. Ta1! — An doare nemetañ da c'hounez ar c'hrogad.
1. ... Rxa1 — Aberzhet an Tour eta.
2. Rc2 — Gennet ar roue ; e zugzwang emañ an tu du, pa ne chom nemet ur fiñv marvus gantañ.
2. ... g5 — Ur road ret.
3. hxg5 — Tostoc'h d'ar savidigezh emañ ar soudard gwenn eget an hini du...
3. ... h4 — ... met goanag zo.
4. g6 — h3
5. g7 — h2
6. g8=D — h8=D — Div Zamez war an dachenn eta, met...
7. Dg7# — ... dic'halloud eo an Damez du.

Notennoù

kemmañ
  1. (en) Winter, Edward (1997). 'Zugzwang'. Kavet : 31/01/2022.
  2. (en) Winter, Edward (2008). 'Earliest Occurrences of Chess Terms'. Kavet : 31/01/2022.
  3. (it) Salvio, Alessandro (1604). 'Trattato dell'inventione et arte liberale del gioco di scacchi'.