Águila Ammunition, anvet boaz Aguila, a zo ur produer munisionoù meksikan krouet e 1961 e Cuernavaca, e stad Morelos.

Logo an embregerezh
Logo an embregerezh
Águila Ammunition
embregerezh
Deiziad krouiñ1961 Kemmañ
StadMec'hiko Kemmañ
Produkartouchenn Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.aguilaammo.com/ Kemmañ

Istor kemmañ

Savet e oa bet an embregerezh e 1961 dindan an anv Cartuchos Deportivos de México S.A de C.V., hag anvet eo bremañ en ur mod ofisiel Industrias Tecnos S.A de C.V. Div labouradeg he deus an embregerezh e Mec'hiko hag en Texas. Produiñ a ra bremañ kartouchennoù skoet war o zro ha reoù skoet en o c'hreiz evit nerzhioù surentez Mec'hiko (abaoe 1964)[1], armeoù all er bed ha bed ar sportoù tennañ. Unan eus ar brasañ produerien munisionoù eo deuet da vezañ abaoe ar bloavezhioù 2010.

Daveennoù kemmañ

  1. (en) Our story war lec'hienn ar merk (lennet d'an 13/04/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan