Śāradā
Un abugida eo ar skritur charadek pe chardek (शारदा; RLVK: Śāradā) diorroet diwar ar skritur bramek (brahmi) en 8vet kantved. Implijet e veze evit skrivañ ar c'hachmireg dreist-holl, met tamm-ha-tamm e oa bet kemeret e blas gant al lizherenneg arabek betek ma ne vez ket implijet ken hiziv.