ㄴ
Unan eus lizherennoù diazaez (jamo) ar skritur hangeul (한글, treuzskrivet ivez hankul hervez ar sistem Yale pe c'hoazh Han'gŭl hervez ar sistem McCune-Reischauer) implijet evit skrivañ ar c'horeaneg eo ᄂ, romanikaet n ha distaget [n] hervez al LFE.
Un doare-skrivañ arouezel eo an hangeul, da lâret eo stumm pep lizherenn diazez a ra dave d'al lec'h distagañ, ha stumm al lizherenn-mañ a diskouez penn an teod o stekiñ ouzh ar c'hevig.
Gwelet ivez
kemmañ
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |