4th Special Service Brigade

Ar 4th Special Service Brigade a oa ur vrigadenn komando eus ar Rouantelezh-Unanet savet e-pad an Eil Brezel-bed e miz Meurzh 1944 diwar ur batailhon Royal Marines. Dre an taolioù dreist a oa bet sevenet gant unvezioù komando ar Rouantelezh-Unanet e Norvegia, en Inizi angl-ha-norman, e Sant-Nazer hag er Reter-Kreiz, an Amirelezh saoz a gendeuzas divizionoù ar Royal Marines e fin ar bloavezh 1942 da adstummañ anezho e stumm unvezioù komando troadegiezh tagañ dour-ha-douar

Skoed ardamez ar British Commandos
Izili komando ar 4th Special Service Brigade o tilestrañ nepell diouzh Vlissingen d'ar 1añ a viz Du 1944
Pennoù uhel ar 4th Special Service Brigade o tilestrañ e St Aubin-sur-Mer, war Juno Beach d'ar 6 a viz Even 1944

Ar vrigadenn he devoa kemeret perzh en Aloubadeg Normandi d'ar 6 a viz Even 1944 e-pad an Oberiadur-brezel Overlord; goude-se he devoa kemeret perzh en Emgann ar Scheld ha tagadenn enezenn Walcheren. D'ar 6 a viz Kerzu eus ar memes bloavezh, ar vrigadenn a oa bet adanvet 4th Commando Brigade, ha tennet e oa bet an titl Special Service dre ma lakae da soñjal en SS.