9,3 × 74 mm R
An 9,3 × 74 mm R zo ur c'halibr kartouchennoù galloudus evit ar fuzuilhoù-chase ijinet en Impalaeriezh Alaman war-dro 1900. Ponner eo e voled (etre 15 ha 18 gram) hag implijet e vez evit chaseal loened bras eus Europa (kirvi, moc'h-gouez). Graet e veze gantañ kalzik gant chaseourien european 'zo en XXvet kantved evit lazhañ bronneged bras Afrika (olifanted, bualed pe frikorneged da skouer).
9,3 × 74 mm R | |
---|---|
Kartouchennoù 9,3 × 74 mm R | |
Doare | |
Doare douilhez | bourled |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Impalaeriezh Alaman |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 9,30 mm |
Ø kolier | 9,92 mm |
Ø skoaz | 10,40 mm |
Ø korf an douilhez | 11,90 mm |
Ø strad | 13,35 mm |
Tevder ar strad | 1,40 mm |
Hirder an douilhez | 74,70 mm |
Hirder ar gartouchenn | 94,50 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 15 - 18 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 710 - 780 m/s |
Energiezh ar vannadell | 4.500 - 4.656 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Implij
kemmañAr fuzuilh Ruger No. 1 a oa kambret e 9,3 × 74 mm R. Implijet e veze kalzik ar munision-mañ er fuzuilhoù dezhe kanolioù liesseurt (zwilling pe drilling da skouer). An arm dreistvevañ M30 Luftwaffe en doa ur c'hanol kambret evit ar c'halibr-mañ.
Daveennoù
kemmañ- taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP