9 × 19 mm Glisenti
An 9 × 19 mm Glisenti a oa ur gartouchenn savet e 1909 evit ar bistolenn damaotomatek Glisenti M1910 implijet gant an arme italian eus 1910 betek ar bloavezhioù 1930. Deveret e oa eus ar munisionoù 9 mm Parabellum : ar memes ment eo, met digresket eo he c'hargad poultr eus 25%. Abalamour da se e c'hoarveze gwallzarvoudoù, pa veze implijet an 9 mm alaman galloudusoc'h e-barzh kulasennoù ne oant ket savet evit se. An armoù a c'halle bezañ uzet abretoc'h ivez[1]. E 1917 ha 1918 e voe produet en Italia hag er Stadoù-Unanet[2].
9 × 19 mm Glisenti | |
---|---|
Ur gartouchenn 9 mm Glisenti | |
Doare | |
Doare korf an douilhez | kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Rouantelezh Italia |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 9,01 mm |
Ø kolier | 9,65 mm |
Ø korf an douilhez | 9,96 mm |
Ø strad | 9,98 mm |
Hirder an douilhez | 19,15 mm |
Hirder ar gartouchenn | 29,21 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 8 g |
Tizh mont e-maez V0 | 320 m/s |
Energiezh ar vannadell | 410 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Implij
kemmañNe voe ket stank an armoù kambret e 9 mm Glisenti : war-bouez ar bistolenn M1910 e c'haller menegiñ ar Beretta M1915 hag ar Beretta M1923 deveret anezhi[2]. Ar bistolenn-vindailher OVP hag ar garabinenn Beretta M1918 a ra ganti ivez. Dilezet e voe gant an arme italian er bloavezhioù 1930 evit an .380 ACP (er pistolennoù Beretta M1934)[1] pe an 9 mm Parabellum (er pistolennoù-mindrailher Beretta M1938).