Glisenti Modello 1910
Ar Glisenti Modello 1910 zo ur bistolenn damaotomatek ijinet gant an ofiser italian Abiel Bethel Revelli e 1905. Implijet e voe gant an arme italian adalek 1910 hag e-pad ar Brezel-bed Kentañ, dindan an anv Pistola Automatica Modello 910.
Glisenti Modello 1910 | |
---|---|
Ur bistolenn Glisenti M1910 | |
Kinnig | |
Bro | Rouantelezh Italia |
Doare | Pistolenn damaotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre argil berr, kulasenn vlodet |
Munisionoù | 9 mm Glisenti |
Produer | Metallurgica Brescia già Tempini Società Siderurgica Glisenti |
Mare produiñ | 1910 – 1915 |
Pouez ha muzulioù (stumm orin) | |
Mas | 0,820 kg |
Hirder | 207 mm |
Hirder ar c'hanol | 100 mm |
Perzhioù all | |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 305 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 7 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Istor
kemmañAbiel Bethel Revelli, un ofiser italian, a echuas da labourat war pimpatrom an arm e 1905. Kambret e oa da gentañ e 7,65 mm. Gwerzhañ a reas e vreved da Glisenti. E 1907 e voe gwerzhet adarre da MBT, a lakaas an arme italian da esaeañ ar bistolenn. Un nebeud kemmoù a voe degaset dezhi, evel ur cheñchamant kalibr : kambret e voe e 9 mm Glisenti, ur munision savet eviti, evit bezañ galloudusoc'h[1]. 7 kartouchenn a c'halle bezañ lakaet en he c'harger fiñv[2], ar pezh a oa ur geidenn glasel e armoù-dorn an armeoù d'ar mare-se (evel ar Colt M1911 stadunanat, pe al Luger P08 alaman hag ar Steyr M1912 aostrian-hungariat 8 tenn dezhe).
War-dro 33.000 skouerenn eus ar Glisenti M1910 a voe pourvezet d'an arme italian betek 1915. Diskouez a reas kaout kudennoù mont en-dro alies. Savet e oa bet evit bezañ digoret buan a-walc'h en ur dreiñ ur viñs nemetken, met breskoc'h e oa he framm abalamour da se. Ar c'hartouchennoù 9 mm Glisenti a oa heñvel-poch ouzh ar re 9 mm Parabellum, met produiñ a raent un energiezh kalz izeloc'h. Pa veze faziet ha kambret ur munision 9 mm Parabellum en arm e oa ur riskl tarzhadenn uhel[3]. Ar bras eus ar Glisenti M1910 a voe tennet kuit eus ar servij etre an daou vrezel-bed[1].
Un adstumm anezhi anvet Brixia Modello 1913 a voe savet evit ar Morlu italian. War-dro 5.000 anezhe a voe produet e 1913 ha 1914.
Daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (en) POPENKER Maxim, Glisenti M1910 – Brixia M1913, Modern Firearms (lennet d'ar 21/10/2024)
- ↑ (fr) Glisenti 1910, Arme et Passion (lennet d'ar 21/10/2024)
- ↑ (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 77