Kêrbenn Turkmenistan eo Aşgabat (turkmeneg: Aşgabat; perseg: عشق آباد, Ešq-âbâd; ruseg: Ашхаба́д, Ashkhabád; treuzksrivet ivez a-wechoù Ashgabat, Ashkabat, Achkabad, h.a.), ma vez enni 695.300 a dud (e 2001). Turkmened eo an darn vrasañ eus an annezidi, met kavet e vez o vevañ eno ivez Rused, Armenianed hag Azeried.

Lec'hiet eo etre gouelec'h Kara Kum ha menezioù Kopet Dag.

Ur gêr nevez a-walc'h an hini eo, kresket diwar ur gêriadenn bet savet e 1818.

E 1869 e oa bet savet eno ur c'hreñvlec'h gant soudarded rus ha neuze e teuas tamm-ha-tamm muioc'h a dud da vevañ eno dre ma oa anezhañ ul lec'h sur, en o zouez marc'hadourion ha tud a vicher. Staget e oa bet ar broioù tro-war-dro ouzh Impalaeriezh Rusia e 1884 ha divizet e oa bet lakaat Aşgabat da gêr bennañ dre ma oa tost d'ar vevenn gant Persia dindan beli Breizh-Veur da neuze.

E 1908 e oa bet savet e kêr gant ar Vahaied o lec'h-pediñ kentañ met damzistrujet e oa bet gant ur c'hren-douar e 1948 ha peurzistrujet dindan ar ren soviedel e 1963.

Staliet e oa bet ar galloud Soviedel, kollet, hag adc'hounezet da vat e 1917, pa oa bet lakaet an anv nevez Poltoratsk d'ar gêr en enor d'un dispac'hour eus al lec'h. Adanvet e oa bet "Aşgabat" en-dro e 1927 ur wech staliet mat ar Strollad Komunour e Turkmenistan, distaget Ashkhabad.

Mont a reas buan kêr war gresk, o tont da vezañ industrielekaet mui-ouzh-mui, daoust ma'z eas an traoù da fall gant ur c'hrenndouar meur (kreñvder 7,3 hervez skeul Richter) d'ar 6 a viz Here 1948, ma varvas en tu all da 110.000 a dud, da lavaret eo div drederenn eus poblañs kêr.

Gevellet eo gant : Albuquerque e Mec'hiko Nevez er Stadoù-Unanet ha gant Ankara e Turkia

Liammoù diavaez

kemmañ