ALN (Armée de Libération Nationale)

(Adkaset eus ALN)
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

An ALN (جيش التحرير الوطني الجزائري),(armée de liberation nationale, arme dieubiñ ar vroad), eo tu armet an FLN o vrezeliñ a-enep an trevadennerezh gall en Aljeria e-pad Brezel Aljeria. An argadoù a veze e kêr ha dreist-holl war ar maez (ar strouezheg). Un État-major o doa krouet hag un aozadur milourel rannet e 5 lodenn vras, gant bep a benn-brezel.

Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.
Banniel implijet gant an FLN ha GPRA

Ret e oa bet dezho kaout ur sikour a-berzh Maroko, Libia hag Ejipt (eus lec’h ma teue an armoù). E 1957 e resev Aljeria armoù a-berzh Europa.

An aozadur a oa diazezet war ar guerilla. Ar palioù a oa distruj ar savadurioù ekonomikel ha milourel pouezus. Gant an aozadur-se en deus kroget dispac’h Aljerian da gaout un arme gwir hag efedus.

Emgannoù an ALN

kemmañ

E-pad dispac'h broadel Aljeria en deus gounezet an ALN meur a emgann hag o deus bet efedoù war an dachenn diabarzh ha diavaez. An trec'hoù-se o oa bet meur a stumm dezho: lod a oa emgannoù hir ha bras ha lod all a oa graet evit lazhañ treitourien. Emgannoù an ALN a veze dreist-holl e stumm “brezelig”, evit kavout lañs war o eneberien.

Er wilaya gentañ

kemmañ

Er wilaya-mañ ez eus bet lod eus emgannoù brasañ an ALN, en touez hini El Djorf a zo c'hoarvezet etre an 22 hag an 29 a viz Gwengolo 1955. An emgann-mañ n'eus kemeret pezh da vroudañ ar gudenn Aljerian war an dachenn etrevroadel. Enno e kollas Bro-C'hall ur bochad a danvez milourrel pouezus ha ker. Emgan Djebel Ergou ( Tébessa) a zo bet pouezus ivez, c'hoarvezet eo e miz Gouehere 1956. Er wilaya-mañ ez eus bet muioc'h a emganioù met dibosubl eo menegiñ an holl.

En eil wilaya

kemmañ

An eil wilaya a zo bet anavezet evit tagadennoù an 20 a viz Eost 1956 ar pezh n'eus roet lañs d'ab dispac'h hag n'eus broudet anezañ war an dachenn etrevroadel. An tagadennoù-se a oa bet aozet get Zighoud Youcef, mervel a raoio un nebeut amzer goude. Mod all evel just ez eus bet ur bochad a emganioù, met n'int ket ken pouezus hag emañ.

En trede wilaya

kemmañ

Enno ez eus bet emganioù taer kennañ, gounezet o deus ivez an dispac'hourien emganioù bras, ar pezh n'eus lakaet anezhañ da vout kemeret evel ur skouer e-keñver ar resistañs. E toueszk emganioù ar wilaya-mañ ez eus unan hag a zo pouezus ha dreist holl anavezet, rak enno o deus an dispac'hourien dastummet ur bochad armoù d'ar C'hallaoued. Er mod-se eo bet kaset de get steuñv ar C'hallaoued evit mougañ an dispac'h e Kabilia.

Er pevare wilaya

kemmañ

Ar wilaya-mañ a zo broudet evit bezañ bet ur plas stategiel dre ma oa tost d'ar ar gerbenn hag he d'oa ur bern a liammoù get ar wilaya all. Ar brezelioù a c'haorveze dibaouez er c'herioù hag er war ar maezioù. E touesk an emganioù-mañ ez eus hini Djebel Bouzegza, hini Ouled Bouachra, hini Ouled Snane, hini El Kef al akhdar ha hini Djebel bad el Bouchech e 1958 e Kornôg Tiaret. E fin ar bloavez 1958 ez eus bet graet get an arme Gall ur rozellad get kirri-nij er wilaya-mañ.

Er pemvet wilaya

kemmañ

An emgannoù n'o deus ket paouezet er wilaya-mañ ivez met ur wech c'hoazh ez bet reoù pouezusoc'h reoù all evel hini Djebel Amour. An emgann-mañ a zo c'hoarveet d'an 2 a viz Here 1956. Betek penn ez eus bet emgannoù er wilaya-mañ etre an daou du, paouezet o deus ur wech eo bet gounezet Aljeria get an aljerianed.

Perzh ar c'hwervet wilaya

kemmañ

Er wilaya-mañ a veze aozet politikerezh ha melestradurezh an FLN, choazet eo bet ar wilaya-se dre ma oa deserzel a-walc'h. E touesk an emgannoù brudetañ hag a zo c'hoarvezeter wilaya-mañ ez eus hini Djebel El Qaada Bouk'hil, El Karma hag hini El Djeribie d'ar 17 ha d'an 18 a viz Gwengolo 1961. Ar wilaya-mañ a oa karget resev an holl armoù dastummet hag sikour ar soudarded hag a d'oa kuitaet an tu enep.