ALN (Armée de Libération Nationale)
![]() |
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius. Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket. |
An Armée de Libération Nationale (جيش التحرير الوطني الجزائري, Arme dieubiñ ar vroad), anvet ivez ALN, e oa skourr armet an FLN a vrezele a-enep an trevadennerezh gall en Aljeria e-pad Brezel Aljeria. Hec'h argadoù a veze kaset e kêr ha dreist-holl war ar maez. Ur bodad ofiserien a oa en he fenn hag un aozadur milourel rannet e 5 lodenn vras, anvet wilahyah, gant pep a benn-brezel.

Ret e voe d'an ALN kaout sikour a-berzh Maroko, Libia hag Ejipt (eus lec’h ma teue an armoù). E 1957 e resevas Aljeria armoù a-berzh Europa.
An aozadur a oa diazezet war ar guerilla. E balioù e oa distruj ar savadurioù ekonomikel ha milourel pouezus. Gant an aozadur-se e oa krog an dispac’h aljerian da gaout un arme wir hag efedus.

Emgannoù
kemmañE-pad dispac'h broadel Aljeria en doa gounezet an ALN meur a emgann hag o doa bet efedoù war an dachenn diabarzh ha diavaez. An trec'hoù-se o oa bet meur a stumm dezho : lod a oa emgannoù hir ha bras ha lod all a oa graet evit lazhañ treitourien. Emgannoù an ALN a veze dreist-holl e stumm guerilla, evit kavout lañs war o enebourien.
Wilayah gentañ
kemmañEr wilayah-mañ e voe lod eus emgannoù brasañ an ALN, en o zouez hini El Djorf a zo c'hoarvezet etre an 22 hag an 29 a viz Gwengolo 1955. An emgann-mañ en deus sikouret da vroudañ ar gudenn aljerian war an dachenn etrevroadel. Eno e kollas Bro-C'hall ur bochad a zafar milourel pouezus ha ker. Emgann Djebel Ergou (Tébessa) a voe pouezus ivez. C'hoarvezet e oa e miz Gouehere 1956. Er wilaya-mañ e voe muioc'h a emgannoù met dibosubl eo menegiñ an holl.
Eil wilayah
kemmañAn eil wilayah a zo bet anavezet evit tagadennoù an 20 a viz Eost 1956, ar pezh n'eus roet lañs d'an dispac'h hag en deus broudet anezhañ war an dachenn etrevroadel. An tagadennoù-se a oa bet aozet get Zighoud Youcef, hag a oa marvet un nebeud amzer goude. Kalz a emgannoù all a voe, met n'int ket ken pouezus hag hemañ.
Trede wilayah
kemmañEno e voe emgannoù taer-kenañ, gounezet gant an dispac'hourien evit lod, ar pezh en doa lakaet anezhañ da vout kemeret evel ur skouer e-keñver ar resistañs. E touez emgannoù ar wilayah-mañ ez eus unan hag a zo bet pouezus ha dreist-holl anavezet, rak eno o deus an dispac'hourien dastumet ur bochad armoù digant ar C'hallaoued. Er mod-se eo bet kaset de get steuñv ar C'hallaoued evit mougañ an dispac'h e Kabilia.
Pevare wilayah
kemmañAr wilayah-mañ a zo broudet evit bezañ bet ur plas strategel dre ma oa tost ouzh ar gêr-benn hag he doa ur bern liammoù get ar wilayahioù all. Ar brezelioù a c'hoarveze dibaouez er c'hêrioù hag er maezioù. E-touesk an emgannoù-mañ ez eus reoù Djebel Bouzegza, Ouled Bouachra, Ouled Snane, El Kef al akhdar hag hini Djebel bad el Bouchech e 1958, er c'hornôg da dTiaret. E fin ar bloavezh 1958 e voe kaset ur rozellad get kirri-nij er wilayah-mañ get an arme c'hall .
Pempvet wilayah
kemmañAn emgannoù n'int ket paouezet er wilayah-mañ ivezE-touez an emgannoù pouezusañ e c'haller menegiñ Djebel Amour. An emgann-mañ a zo c'hoarvezet d'an 2 a viz Here 1956. Betek penn ez eus bet emgannoù er wilayah-mañ, hag a baoueas ur wech bet gounezet dizalc'hidigezh Aljeria get an Aljerianed.
Perzh ar c'hwec'hvet wilayah
kemmañEr wilaya-mañ a veze aozet politikerezh ha melestradurezh an FLN. Choazet e voe al lec'h dre ma oa dezerzhel a-walc'h. E-touez an emgannoù brudetañ hag a zo c'hoarvezet er wilaya-mañ emañ hini Djebel El Qaada Bouk'hil, El Karma hag hini El Djeribie, d'ar 17 ha d'an 18 a viz Gwengolo 1961. Ar wilayah-mañ a oa karget da reseviñ an holl armoù dastumet ha da sikour ar soudarded hag o doa kuitaet an tu enep.
Gwelet ivez
kemmañLevrlennadur
kemmañ- (fr) AREZKI Saphia, De l'ALN à l'ANP. La construction de l'armée algérienne (1954-1991), Éditions de la Sorbonne, 2022, 368 p., ISBN 979-10-351-0679-9