A Plague Tale: Innocence

A Plague Tale: Innocence ("Un istor bosenn : diantegezh") zo ur c'hoari video gwezh-avantur hag ensiladur sevenet gant Asobo Studio hag embannet gant Focus Home Interactive. Ar c'hoari a zo bet embannet war ar savennoù PlayStation 4, Windows, hag Xbox One e miz Mae 2019. Lakaet eo bet da vezañ implijus war ar servij cloud gaming Amazon Luna e miz Du 2020. An doareoù PlayStation 5 hag Xbox Series X/S eus ar c'hoari a zo bet embannet e miz Gouhere 2021, gant un doare cloud all met evit an Nintendo Switch.

A Plague Tale: Innocence
c'hoari video
TitlA Plague Tale: Innocence Kemmañ
HeuliadA Plague Tale Kemmañ
Tachennc'hoari video gwezh-avantur, c'hoari video ensiladur Kemmañ
Ti-embannFocus Entertainment Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvliesyezhek Kemmañ
Deiziad embann14 Mae 2019, 6 Gou 2021 Kemmañ
SonaozerOlivier Derivière Kemmañ
Mare an oberennBrezel Kant Vloaz Kemmañ
Lec'h an istorFrañs, Akitania Kemmañ
Notenn ar varnouriezh81/100, 81%, 80/100 Kemmañ
DiorroerAsobo Studio Kemmañ
Lusker grafikZouna Kemmañ
Doare c'hoaric'hoari e-unan Kemmañ
Trobarzhell dont tretouchennaoueg, logodenn, dornell c'hoari Kemmañ
Diaz embannpladenn Blu-ray, embannadur niverel Kemmañ
Renkadur ESRBMature 17+ Kemmañ
Renkadur PEGIPEGI 18 Kemmañ
Renkadur USKUSK 16 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.focus-entmt.com/en-us/games/a-plague-tale-innocence Kemmañ
Aotre-implijoutproprietary license Kemmañ
Statud ar gwirioù-oberourcopyrighted Kemmañ
Announcement dateGenver 2017 Kemmañ

An istor a c'hoarvez er XIVvet kantved en Akitania, e Bro-C'hall, e-kerzh Brezel ar C'hant vloaz. Heuliañ a reer Amicia de Rune hag he breur yaouankañ Hugo, a zo klañv,p'emaint o tec'hout rak soudarded an Ofis santel ha rak strolladoù razhed niverus a zo o ledañ ar vosenn zu.

Ar c'hoarier a ren Amicia dre implij an ensiladur hag un nebeud ostilhoù evit kuzhat, diduellañ pe badaouiñ soudarded enebour, tec'hout rak ar razhed, ha diskoulmañ miltammoù, ar pezh a zegas d'ar c'hoari ul lodenn eus ar rummad c'hoarioù video dreistbevañ spont.

A Plague Tale: Innocence a zo bet degemeret mat gant burutellerien ha gwerzhet ez eus bet ur milion a skouerennoù e miz Gouhere 2020. Ur c'hoari a-c'houde a zo bet savet, anvet A Plague Tale: Requiem, hag a zo bet embannet e 2022.