Abati Cwm-hir, pe abati Cwm Hir, a oa un abati eus urzh ar Sistersianed e reter Kembre. Emañ ar rivinoù anezhañ en hanternoz da gêr Llandrindod e Powys.

Rivinoù abati Cwm Hir
Bez Llywelyn ap Gruffudd en abati.
Diwar-benn rivinoù un abati eo ar pennad-mañ. Ur pennad all zo diwar-benn ar geriadenn anvet Abaty Cwm-hir

Savet e voe ur manati eno gant menec’h eus Abati Hendy-gwyn ar Daf e 1176 (met marteze e oa bet ur manati koshoc’h eno). Gant menec’h abati Cwm-hir e voe savet Abati Cymer, d’e dro, e 1198.

Priñsed Gwynedd a roas o skoazell da abati Cwm-hir en XIIIvet kantved. Kement-se a goustas ker d’ar venec’h rak devet e voe ar savadur dre ziv wech gant soudarded saoz ha ret e voe d’an abati paean un dell-gastiz 200 lur sterling e 1231 abalamour ma oa bet harpet Llywelyn ab Iorwerth gant ar venec’h en e emgann ouzh un arme saoz e-kichen Y Gelli Gandryll. Korf dibennet Llywelyn ap Gruffudd, diwezhañ priñs Kembre dieub, a voe beziet en abati, goude an emgann ma voe lazhet, e Cilmeri, e miz Kerzu 1282.

E deroù an XIIIvet kantved, dindan ren Llywelyn ab Iorwerth, e oa bet kroget gant labourioù evit ober eus iliz an abati an hini vrasañ e Kembre (75 metr hed). Met ne voent morse kaset betek penn. E 1381 ne oa nemet 8 manac’h en abati ken ha kouezhañ a reas ar savadur en e boull tamm-ha-tamm e-pad emsavadeg Owain Glyndŵr.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.