Aborigened (Latium)

An Aborigened (en latin Abǒrĩgǐnes, -um; en gregach : Ἀβοριγῖνες) a oa ur bobl eus Latium en Italia rakroman.

Hengoun kemmañ

Hervez Titus Livius eo gant an Aborigened e vefe bet degemeret Aeneas hag e dud goude brezel Troia. Daou zoare d'ar vojenn a ro Titus:

  • trec'h e vije bet an Droianed war an Aborigened,
  • brezeliet o dije an div bobl skoaz-ouzh-skoaz a-enep ar Rutuled, ha goude marv roue an Aborigened e vefe deuet Aeneas da vezañ roue an div bobl, hag roet dezho an anv a Latined.

Aostralia kemmañ

Diwar anv ar bobl vojennel-se eo bet anvet Aborigened Aostralia.