Abrakadabra zo ul lavar brudet da vezañ un droienn hud.

E stumm un tric'horn war e veg

Gerdarzh

kemmañ

Meur a c'herdarzh zo bet kinniget.

  • Eus an droienn arameek « adhadda kedhabhra » hag a dalvez "ra vo distrujet", pe « évra kedebra » a zo "krouiñ a rin eus ma c'homz".
  • Eus an droienn hebreek « הברכה דברה ha brakha dabra » hag a dalvez "komzet en deus ar bennozh", pe « abreg ad habra », "kas da gurun betek ar marv".

Kentañ meneg eus ar ger a gaver en ul levr latin eus an IIIe kantved, anvet Liber Medicinalis (anvet a-wechoù De Medicina Praecepta Saluberrima), gant Quintus Serenus Sammonicus,[1] medisin gant an Impalaer roman Caracalla, a erbede, er pennad 51[2] d'an dud dalc'het gant ar malaria da zougen un tilsam ma oa skrivet ar ger e stumm un tric'horn:[3]

Lennegezh

kemmañ
  • Carlo Levi, en e levr Cristo si è fermato a Eboli, ma oa bet medisin, a ra anv eus tric'horn an abracadabra douget gant tud eus Lucania.
  • Avada Kedavra zo ur mallozh meneget e romantoù Harry Potter.

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Axel Nelson, Abracadabra, en « Eranos (Acta philologia Suecana » niv. 44, Vilhelm Lundström, Uppsala, 1946, pp. 326–336.
  • (fr) Michèle Brocard, Lumières sur la sorcellerie et le satanisme, Cabédita Éditions, 2007, (ISBN 978-2-88295-487-9).
  • (fr) Isabelle Draelants, Abracadabra : passé antique d'une formule prophylactique et thérapeutique, e Le Fil d'Ariane. Écriture et tradition, niv. 69-70, Hañvezh 2001-2002, pp. 35–54.

Notennoù

kemmañ
  1. Vollmer, Friedrich. Quinti Sereni Liber Medicinalis. Leipzig: Teubner, 1916, chap. LII, v. 4.
  2. "The Tenacious Buzz of Malaria". The Wall Street Journal, 10/07/2010.
  3. Bartleby

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.