Abya Yala
Abya Yala eo an anv dibabet e 1992 gant henvroadoù Amerika da ober meneg eus Amerika e-lec'h derc'hel d'an anv ijinet diwar anv Amerigo Vespucci.
Dont a ra ar gerioù « Abya Yala » eus yezh ar bobl Kuna, ur bobl eus Panama a ra gant an anv-se evit ober kaoz eus Amerika. Talvezout a ra kement ha « douar en e zarevañ ». Kinniget en deus ar penn aymara Takir Mamani e vije graet an anv-se hiviziken eus o douar, ne vije nemet an anv-se en o skridoù ha prezegennoù, abalamour, emezañ, ma'z eo « lakaat anvioù estren war hon c'hêrioù, hon c'heodedoù, hon c'hevandirioù nemet sujañ hon idantelezh dindan youl hon alouberien hag o hêred. »
E Breizh e veze graet heñvel gant Stourm ar Brezhoneg hag Emgann e dibenn an XXvet kantved.
Liammoù diavaez
kemmañDegemeret mat eo bet kinnig Takir Mamani, da vihanañ hervez a lenner er Genrouedad, gant un toullad aozadurioù:
- « Native Web » (en saozneg)
- Abya Yala en Ecuador « Abya Yala » (en spagnoleg)