Adèle Champagn

Adèle pe Alix pe Alice Champagn, ganet war-dro 1140 ha marvet e 1206 e Pariz, a oa ur briñsez eus kontelezh Champagn deuet da vout rouanez ar Franked evel trede pried Loeiz VII, roue Bro-C'hall . Merc'h e oa da Tepot IV, kont Champagn ha kont Bleaz, ha da Matilda Karintia.

Dimezet ha kurunennet e voe d'an 13 a viz Du 1160. Div wech e oa bet dimezet ar roue, hogen mab ebet n'en doa bet, na gant Eleanora Akitania (eured torret en 1152) na gant Constanza Kastilha, marvet en 1160.

He bugaleAozañ

Daou vugel he doe: