Loeiz VII (Bro-C'hall)

Loeiz VII, lesanvet Loeiz ar yaouankañ, ganet e 1120, marvet e 1180 e Melun, a voe roue Bro-C'hall eus 1137 betek 1180.

Louis VII

E vuhez Aozañ

Mab e oa da Loeiz VI, lesanvet Loeiz an Tev, roue ar Franked, hag Adelaid Maurienne (1100-1154) ha dre se e oa war un dro ur c’harolingad hag ur Bosonad a-berzh e vamm.

Minorelezh Aozañ

Dre ma oa eil mab ar roue Loeiz VI, war-lerc'h e vreur Fulup, ne oa ket tonket dezhañ mont da roue. Kemm a voe en e blanedenn d'an 13 a viz Here 1131 pa voe lazhet Fulup, kouezhet diwar e varc'h e kêr Bariz, abalamour d'ur pemoc'h a oa o treuziñ ar straed. Raktal goude, d'ar 25 a viz Here, e voe sakret e Reims gant ar pab Inosant II, ha kevredet gant e dad war an tron.


Ren Aozañ

Brezel Champagn (1142-1144) Aozañ

Meur a abeg a voe d'ar brezel-se : dilennadeg arc'heskop Bourges ha, dreist-holl, afer Raoul de Vermandois. Evit eurediñ gant Petronille, c'hoar Eleanora Akitania, e skarzhas e wreg kentañ : Eleanora, nizez Thibaud Champagn.

Un darvoud a-bouez a c'hoarvezas e-pad brezel Champagn : 1300 den a voe devet en iliz Vitry-en-Perthois lec'h m'o doa klasket repu. Loeiz VII hag a oa kaoz eus ar marvioù-se a chomas strafuilhet-bras diwar-se.

Ar groaziadeg Aozañ

Loeiz hag Eleanora a gemeras perzh en eil kroaziadeg, loc'het e miz Even 1147. Kazeg a reas ar groaziadeg-se met ne voe ket klevet kalz a rebechoù ouzh Loeiz, ouzh Eleanora ne lavaran ket.

Redek a reas brud e oa bet darempredoù etre ar rouanez ha hec'h eontr Raymond Antioche.

Euredoù Aozañ

Eureudiñ a reas gant Eleanora Akitania d'ar 25 a viz Gouere 1137 e Bourdel. Div verc'h o doe :

  • Marie e 1145
  • hag Alix e 1150

Met trenkañ a reas ar soubenn etre an daou bried ha, d'an 21 a viz Meurzh 1152, e voe torret an dimeziñ war zigarez e oant kendirvi (diskennidi da Roperzh II e oant o-daou).

Eurediñ a reas neuze gant Constanza Kastilha,

Hag adarre, goude marv Constanza, da Adèle Champagn, ha daou vugel o doe:

  • Fulup (1165-1223), lesanvet 'Dieudonné (mall a oa kavout ur pennhêr), ha diwezhatoc'h, pa renas, an Aogust.
  • Agnès, dimezet teir gwech, da dri impalaer bizantat:

Goude e varv Aozañ

E vab Fulup II an Aogust a bignas war an tron war e lerc’h.

Livioù Aozañ

Loeiz VII a gemeras liv glas ar Werc'hez Vari, diwallerez ar rouantelezh, da ardamez ar roue. Hervez an istorour gall Michel Pastoureau e felle d'ar roue diverkañ mezh marv e vreur lazhet gant ul loen a renk izel.

Levrlennadur Aozañ

Liammoù diavaez Aozañ


En e raok:
Loeiz VI
Rouaned Bro-C'hall
 
11371180
War e lerc'h:
Fulup II