An adelphopoiesis (ἀδελφοποίησις e gresianeg, diwar ar gerioù ἀδελφός (adelphos) "breur" ha ποιώῶ (poio) "ober a ran", da lâret eo "breuradur") a zo anv ul lid a zo bet kaset da benn, un amzer zo bet, gwech ha gwech all gant ilizoù kristen zo - dreist-holl re reizhkredennegel pe ortodoksel ar reter - evit unaniñ en ur c'houblad daou zen eus an hevelep rev, peurliesañ paotred.

Ar verzherien gristen eus ar IVvet kantved, ar sent Sergius ha Bacchus, a voe unanet, gouez da John Boswell hervez lid an adelphopoiesis.

N'eo ket sklaer hag-eñ e talveze da unaniñ daou zen a vage karantez an eil ouzh egile evel un doare unaniezh heñvelrevel pe evit unaniñ daou vignon pe div vignonez.

Daoust ma ne oa ket bet eus ul lid heñvel en istor an Iliz katolik roman ez eus bet kavet gant an istorour a Vreizh-Veur Alan Bray un destenn latin gant un titl damheñvel Ordo ad fratres faciendum ("Urzh evit ober breudeur") hag a ra dave d'ul lid katolik eus Kroatia.

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) John Boswell, Same-sex unions in premodern Europa, New York 1994.
  • (en) Alan Bray, The friend, Chicago ha Londrez, 2003.

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.