Karl Ernst Adolf Anderssen a zo bet ganet d'ar 6 a viz Gouere 1818 e Breslau, Alamagn (bremañ Wrocław, Polonia), marvet d'an 13 a viz Meurzh 1879.

Adolf Anderssen

Kelennour jedoniezh, mestrc'hoarier echedoù alaman ag ar renk kentañ. Lec'hiet kentañ e tournamantoù Londrez e 1851 ha 1862 ha Baden e 1870. Trec'h e voe war Daniel Harrwitz, Ignác Kolisch, Johann Löwenthal ha Johannes Zukertort. Sellet e vez outañ evel ouzh kampion ar bed adalek 1851 betek 1859, pa voe trec'het gant Paul Charles Morphy.

Garadenn Anderssen

kemmañ
 
Garadenn Anderssen

Krogad « divarvel »

kemmañ

Ar c'hrogad divarvel zo ur c'hrogad a voe d'an 21 a viz Mezheven 1851 e Londrez etre Adolf Anderssen hag ar mestrc'hoarier estonian Lionel Kieseritzky, er-maez eus pep tournamant.
Brudet eo abalamour d'an doare ma c'hounezas A. Anderssen : dre lamm goude aberzhet ur Faourell, e zaou Dour hag e Zamez, padal n'en doa L. Kieseritzky kollet nemet tri soudard.

Da-geñver an Diskouezadeg Hollvedel e Londrez, e 1851, ec'h aozas ar mestr-c'hoarier saoz Howard Staunton, gwellañ c'hoarier Europa d'ar mare, un tournamant etrebroadel a voe gounezet gant Anderssen. Goude-se, ar c'hampion alaman a c'hoarias krogadoù dizalc'h ; a-enep L. Kieseritzky e c'hounezas unan anezho. Ken bamet e voe L. Kieseritzky ma pellskrivas an dibun d'e gleub echedoù e Pariz, hag e miz Gouere 1951 e voe embannet er gazetenn La Régence ar c'hrogad a voe anvet Unsterbliche Partie "Krogad Divarvel" gant ar mestrc'hoarier aostrian Ernst Falkbeer er gelaouenn Wien Schachzeitung e 1855[1].

Londrez, 1851
Adolf Anderssen — Lionel Kieseritzky — 1-0
 
Adolf Anderssen a-enep da Lionel Kiezeristky
1. e4 - e5
2. f4 - exf4
3. Fc4 - Dh4+
4. Rf1 - b5?!
5. Fxb5 - Mf6
6. Mf3 - Dh6
7. d3 - Mh5
8. Mh4 - Dg5
9. Mf5! - c6
10. g4? - Mf6?!
11. Rg1! - cxb5?
12. h4! - Dg6
13. h5 - Dg5
14. Df3 - Mg8
15. Fxf4 - Df6
16. Mc3 - Fc5?
17. Md5 - Dxb2
18. Fd6!? - Fxg1?
19. e5! - Dxa1+
20. Re2 - Ma6??
21. Mxg7+ - Rd8
22. Df6+!! - Mxf6
23. Fe7# : 1-0

Liamm diavaez

kemmañ
  1. (fr) 'La Régence, Gouere 185 (p. 221 sqq.). Kavet : 01/02/2022.