Adolphe Touffait, (29 a viz Meurzh 1907, Roazhon - 12 a viz Meurzh 1990, Nanterre[1]) a oa melldroader ha reizhaouer breizhat.

Adolphe Touffait e 1935

Ezel e voe eus ar c'hleub roazhonat Yaouaerien Breizh kent mont da c'hoari evit Stad Roazhon UC e 1925.

Kreizer e bost war an dachenn e oa bet dibabet e Skipailh Bro-C'hall ar vell-droad ha kemeret en devoa perzh er c'hrogad e-maez kenstrivadeg Bro-C'hall (1 - 2) Italia d'an 10 a viz Ebrel 1932 e stad Colombes (Pariz). Aet e oa da gabiten ar c'hleub ruz ha du adalek 1929.

Studiañ a reas ar gwir ha kerkent hag aet da varner da lez-varn galv Valenciennes (Norzh) e 1933 e tibabas kenderc'hel da c'hoari dindan anv e vamm, da lâret eo Delourme. Padal, dre ma oa diaesoc'h-diaesañ dezhañ kompezañ e ziv vicher en devoa graet e soñj da zilezel ar vell-droad e dibenn ar c'houlzad 1935-1936, goude plantañ 46 pal e tost 150 krogad evit ar re ruz ha du :

Aet e oa da Anaon d'an 12 a viz Meurzh 1990 e Nanterre. Ur straed a zoug e anv e Roazhon, e karter Jeanne-d'Arc[2].

Dave ha notennoù

kemmañ
  1. Adolphe Touffait war lec'hienn Stade Rennais.
  2. Adolphe Touffait war Wiki-Rennes.