An Aesti pe Aestii a oa ur bobl en Henamzer hag a oa o chom er reter d'ar Mor Baltel. Meneget e voent gant an istorour roman Tacitus en e levr Germania (war-dro ar bloavezh 98). Hervez Tacitus e oa Aestui, bro an Aesti, un tu bennak er reter da vro ar Suiones (e Sveden), war ribl ar Mor Baltel. Diwar an displegadennoù-se e c'haller soñjal e oant oc'h ober o annez er pezh a voe Lituania ha Prusia ar Reter diwezhatoc'h (rannvro Kaliningrad hiziv).

Kartenn eus an Impalaeriezh Roman, ma weler anvioù ar pobloù anavezet d’ar c’houlz-se.

Gouzout a reer ivez e reer Aistmarės eus Loc'h ar Vistula e lituaneg hiziv, hag Aīstinmari e oa en henbruseg, un anv hag a zle bezañ savet diwar Aesti ha mari ("loc'h" pe "lenn")[1]. Da lavaret eo e oa "loc'h an Aestii" anv kozh al ledennad dour-se.

Hervez ar pezh a zo bet dastumet gant an enklaskerien e c'hallomp soñjal e oa an Aesti ur bobl kar d'ar pobloù baltek, evel an Henbrused, da lavaret eo ne oant na Germaned, evel ar Brusianed, nag ur bobl finnek-ougrek, evel Estoniz bremañ. Kontañ a ra Tacitus en e skrid e oa o sevenadur ur meskaj etre hini ar Gelted ha hini ar C'hermaned : disklêriañ a ra e oa ganto "an hevelep boazioù ha kustumoù" evel "ar Suebi" (d'ar mare-se e talveze ar ger-se da envel an holl bobloù german eus ar reter), met o yezh a oa heñvel ouzh hini tud Enez Vreizh (da lavaret eo ur yezh keltiek ha n'eo ket ur yezh c'hermanek evel hini ar Suebi). Hogen gouzout a raer e rae Tacitus, alies, anv eus traoù en doa klevet gant tud all, traoù kontet dezhañ ha n'eo ket traoù bet gwelet gantañ war-eeun.

Ar pezh a gont Tacitus diwar-benn lidoù an Aesti a azeule ur vamm-doueez a glot a-walc’h gant ar pezh a ouzomp diwar-benn relijion bagan ar pobloù baltek gwechall.[2] Menegiñ a ra ivez ar Fenni a oa amezeien d'an Aesti ha gouzout a reomp e oa ar Fenni hendadoù ar Finned.

War-lerc'h Tacitus ez eus bet tud all oc'h ober anv eus an Aesti en o skridoù, evel Cassiodorus (war-dro 485 – war-dro 585), Jordanes (VIvet kantved), Alfred Veur, roue Wessex, pe Adam Bremen, ur c’hronikour alaman eus an XIvet kantved.

En estoneg modern e reer Eesti eus "Estonia". Anavezet e oa ar vro-se evel Estia pe Hestia e testennoù latin kozh, hag Eistland er sagaoù skandinavek kozh. Gwechall e rae Estoniz gant ar ger Maarahvas evit ober anv anezho o-unan, ur ger hag a dalvez kement ha "tud eus ar vro". Ne ouzer ket gwall vat petra eo orin ar gerîoù Aesti hag Eesti met kar int.

Notennoù

kemmañ
  1. Mikkels Klussis, Dictionary of Revived Prussian: Prussian - English, English - Prussian, Vilnius 2005–06, p. 47.
  2. Lang, Valter. The Bronze And Early Iron Ages In Estonia, Estonian Archaeology 3. University of Tartu Press, Tartu. 2007. [1]