Afonso de Avis e Habsburgo

An Infant Afonso, Priñs a Bortugal, pe Afonso Portugal, pe Afonso de Avis e Habsburgo (24 a viz C'hwevrer 1526 - 12 a viz Ebrel 1526), a oa mab kentañ João III, roue Portugal, hag ar rouanez Katelin Kastilha (1507–1578), ha priñs pennhêr Portugal e-pad miz hanter.

Buhez verr kemmañ

Mab henañ pennhêr e oa, ha mervel a reas er bloaz en-eeun ma oa ganet, e 1526. Lavarout a reer eo ar genwadelezh o ren en tiegezhioù a oa kaoz da gement a vugale da vervel ken yaouank.

Goude e varv kemmañ

Bloaz goude e c'hanas ar rouanez ur verc'hig, Maria Manuela (1527- 1545), pennhêrez nevez Kurunenn Portugal, a zimezas d'he c'henderv Felipe II, roue Spagn.