• Diwar-benn ar briñsez spagnol Catalina de Austria (1507-1578), rouanez Portugal, eo ar pennad-mañ. Ur pennad all zo diwar-benn priñsezed aostrian : Katharina von Österreich.

Catalina de Austria (Torquemada, 14 a viz Genver 1507 - Lisboa, 12 a viz C'hwevrer 1578), Catarina de Áustria e portugaleg, a voe rouanez Portugal.

Catalina de Austria

He zud Aozañ

Merc'h e oa da Fulup Iañ Kastilha "an Heneuz" (Felipe el Hermoso) ha da Janed Kastilha "ar Follez" (Juana la Loca), ha c'hoar eta da Garlos Iañ, roue Spagn hag impalaer santel. Anvet e voe diwar anv he moereb Katelin Aragon, kentañ pried ar roue saoz Herri VIII.

C'hoar e oa da Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel, ha dre-se moereb d'e verc'h Katharina von Österreich (1533–1572).

Bevañ a reas gant he mamm a oa aet da foll goude marv he fried. Chom a reas kraouiet e kastell Tordesillas a-raok hec'h eured.

Dimeziñ Aozañ

Dimeziñ a reas e 1525, e Salamanca, d'he c'henderv João III Portugal hag a oa breur da Izabel Portugal, ar briñsez a zimezas diwezhatoc'h da Garlos, breur Catalina.

He bugale Aozañ

Eizh bugel he doe ; unan hepken, an eil, a vevas pelloc'h eget 6 bloavezh — betek he 18 vloaz hepken avat.

  1. Alfonso (1526-1526), a varvas goude miz hanter a vuhez
  2. Maria Manuela (1527-1545), dimezet d'he c'henderv Felipe II Spagn
  3. Isabel (1529-1530)
  4. Beatriz (1530-1530)
  5. Manuel (1531-1537), anvet da bennhêr e 1535, da 4 bloaz
  6. Fulup (1533-1539), anvet da bennhêr e 1537, da 4 bloaz, marvet da 6 vloaz
  7. Dinis (1535-1537)
  8. Antonio (1539-1540)