Agaweg ar c'hornôg
Ur yezh kouchitek ar reter eus is-skourr yezhoù kouchitek ar c'hreiz-kornôg eo agaweg ar c'hornôg (saozneg: Western Agaw) komzet e gwalarn Amhara en Etiopia (1.650 a dud evel yezh kentañ mui 3.181 den evel eil yezh e 1998) hag en Eritrea.
Meur a rannyezh ez eus:
- Kimanteg (qimant, kimant, kemanat pe chemant): komzet gant ar gristenion
- Dembiyeg (dembiya pe dembya)
- Kwareg' (qwara, hwarasa pe qwarina): yezh yuzevek komzet gant ar Falached (aet da get)
- Kayeleg (kalya): yezh yuzevek komzet gant ar Falached
- Semyeneg (semyen)
- Atchpareg (achpatr)
- Kwolaseg (kwolasa pe kwolacha)