Ahazia (roue Yehouda)
Ahazia[1], (pe Ahaziahou[2]) a voe, hervez an Tanac'h, roue Yehouda e-kerzh ar bloavezh 841 KJK.
Mab Yehoram, roue Yehouda, hag Atalia, merc'h Omri, roue Israel (885 KJK-874 KJK), e oa.
"Kerzhout a reas war roudoù tiegezh Ahav[3] en ur ober an droug ouzh daoulagad an Aotroù, evel tiegezh Ahav, rak kar e oa da diegezh Ahav." "Mont a reas gant Yoram, mab Ahav, d'ober brezel da Hazael, roue Aram, e Ramot-Gilead."[4]
Lazhet e voe gant Yehou goude emgann Ramot-Gilead pa oa o tec'hout diouzh Izreel goude muntr Yoram, roue Israel[5].
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (en hebraeg אֲחַזְיָהוּ (ʾĂḥazyāhû),e gresianeg ᾿Οχοζίας, en latin Ahazias pe Ochozias)
- ↑ Troidigezh An Tour-tan, levrenn 4, p 418, Dn, 22,1
- ↑ roue Israel eus 874 da 853 KJK ha breur da Atalia
- ↑ 2R 8, 27-28, troidigezh An Tour-Tan, levrenn 2, p 176
- ↑ 2R 9,27 ; troidigezh An Tour-tan, eil levrenn, p 178