Airsoft
Airsoft, pe Softair a-wechoù, a vez graet eus ur sport lec'h ma vez daou skipailh oc'h enebiñ hag o klask risañ an enebourien dre implij armoù adc'hraet anvet armoù airsoft hag a denn boledoù plastik 6 pe 8 milimetr.
Iskevrennad eus | Sportoù tennañ |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1970 |
Stad | Japan |
A implij | airsoft-related item |
Dre ma ne vez ket merket an enebourien gant pentur evel er paintball, an airsoft a chom stag ouzh ur c'hod a enor o welet ur c'hoarier o vont e-maez eus ar c'hrogad adal ar mare ma vez tizhet gant ur bolod ha memes ma n'eus bet test ebet eus ar fed nemetañ.
Istor an Airsoft
kemmañNe gaver ket un deiziad resis eus ar c'hentañ tro ma oa bet graet gant ar sport airsoft.
Lam d'an armoù e Japan
kemmañGoude an Eil Brezel-bed e bro Japan e oa bet lakaet e plas meur a lezenn evit difenn ouzh ar vro d'en em armañ en-dro. Er bloavezh 1946, er vonreizh nevez, e voe bet savet ul lezenn evit difenn ouzh Japaniz perc'henniñ armoù betek an armoù doare dastumadenn.
An adskeudennoù kentañ
kemmañEr bloavezhioù 1960 e veze kavet an tu da dremen hebiou al lezenn dre berc'henniñ armoù-tan adc'hraet gant plastik. An embregerezh Maruzen a voe an hini kentañ o kinnig seurt armoù da werzhañ. Evelato an armoù n'hallent ket tennañ bolodoù gwirion.
An adskeudennoù c'hoari kentañ
kemmañEtre ar bloavezhioù 1970 betek ar re 1980 e vez graet eus ar mare-se hini ar "c'hlasik airsoft".
E-kreiz ar bloavezhioù 1970[1], en ur chom stag ouzh al lezenn japanat, a zifenne da grouiñ ha da berc'henniñ armoù-tan, ijinourien ar vro a grogas gant reiñ stumm da armoù adc'hraet hag a roe an tu da dennañ.
Tanio Kobayashi a voe unan eus ar re gentañ anezho. Gant an ijinourien-se e voe choazet da implij boledoù 6 milimetrad kaset dre aer gourwasket. Evel-se e voe kavet an tu da dremen hebiou d'al lezennoù.
Ar c'hentañ arm airsoft adc'hraet lakaet e gwerzh a voe ur fuzuilh FAMAS (galleg: Fusil d'Assaut de la Manufacture d'armes de Saint Étienne). A-feur ma voe produet an armoù-se e voe ouzhpenn an dastumerien o vezañ dedennet met ivez lod eus an dud dedennet evit c'hoari ganto.
Krogadoù o lakaat e-krog div skipailh oc'h enebiñ a voe krouet, anvet Survival Games pe Wargame. An armoù implijet a veze lesanvet airsoft guns, ar pezh a ro hiziv-an-deiz anv ar sport.
Tachennoù c'hoari
kemmañAn airsoft a vez c'hoariet pe war tachennoù en diavaez pe war tachennoù en diabarzh doare penntioù. Ar c'hoadeier hag ar savadurioù dilezet a vez al lec'hioù implijet ar muiañ. Evit chom hep degas kudennoù d'an dud nann c'hoarierien e vez klasket lec'hioù distro evel ar c'hoadeier hag a c'hell bezañ pell diouzh an tiez hag an dud.
Evit an tachennoù e kêr e vez klasket ober gant ar memes doare met diaesoc'h eo neuze ez eo muioc'h tachennoù mod-kêr savet a-ratozh hag a vezo kavet. Pa ne gaver ket tachenn ebet e vez tu da feurmiñ tachennoù prevez pe tachennoù kêr.
Ar reolenn a zo da sevel harzoù sklaer tro-dro d'al lec'h c'hoari evit ma ne vefe ket direnket an dud nann c'hoarierien anezho. Lakaet e vez panelloù pe c'hoazh seizennoù hervez gorread an dachenn.
Un dachenn droc'h surentez a zo ret kaout etre an dachenn c'hoari ha peurrest ar bed abalamour d'ar riskloù evit an daoulagad a vez gant ar bolodoù plastik evit tud nann dafaret.
Gellet a raer rannañ an doareoù tachennoù-c'hoari evel :
- En diavaez, war ar maez (koadeier, parkeier...)
- Urban (penntioù, uzinoù difuet...)
- CQB (e saozneg: Close Quarter Battle) : lec'hioù c'hoari e savadurioù nemetken.
War bep tachenn e vez kavet ul lec'h goudor lesanvet "Safe zone", e-lec'h ma c'hall mont ar c'hoarierien lakaet e-maez eus ar c'hoari dre un tenn pe ur fazi, hag ul lec'h evit an dud nann c'hoarierien hag a fellfe dezho dont war an dachenn memestra.
An Airsoft dre vro
kemmañBreizh
kemmañE Breizh e kaver skipailhoù airsoft e-leizh. Darn anezho a zo anv Breizh e-barzh o anv :
- Breizh Airsoft Tactical
- Breizh Airsoft Force
- Breizh Airsoft
- Breizh'hell Airsoft
Ne gaver ket anat un diforc'h gant ar skipailhoù all airsoft dre-ar-bed, nemet ar fed da lakaat war-raok an orin breton war an unwiskoù dre implij simboloù Breizh evel an erminigoù pe ar Gwenn-ha-du.
Belgia
kemmañAn airsoft a zo bet degemeret evel ur sport dre anavezadur an Airsoft Alliantie Belgïe vzw (AAB) gant ar Bloso er bloavezh 2008 evel un « unvaniezh sport ofisiel d'an airsoft », gwelet eo a-benn neuze evel ur « sport deraouad » e Flandrez.
Implijet e vez kalz an unwiskoù implijet gant al lu belgian er skipailhoù airsoft eus ar vro-se. An touellivadur a zo neuze an hini ABL (tallizherennoù: Armée Belge/Belgisch Leger)