Al laezh er c'hrennlavaroù
Sed un dornad krennlavaroù diwar-benn al laezh.
Bugale gaezh Dour n’eo ket laezh Piz n’eo ket fav Bezañ pilet n’eo ket brav. |
Hennezh a oar kaozeal ken brav Ma tennfe laezh gant un tarv. |
Heñvel war wir a sav ken aes Ha ma ra dienn war al laezh. |
Keit ha ma vezer yaouank eo goro ar c’havr Ha pa vezer kozh evañ al laezh. |
Krampouezh gwinizh ha laezh-tro Matañ traoù a zo er vro. |
Laezh ha kig zo poezon rik, Kig ha laezh zo medisinerezh. |
Ne oar na bu na ba Na sou na dic’ha Ne oar nemet evañ laezh Ha dibriñ yod d’hel lakaat er-maez. |
Pa vez ar c’hazh tost d’al laezh e oar lipat an dienn. |
Patatez ha laezh A ra vad da galon gaezh. | |||
Patatez ha laezh D’ar beorien gaezh Patatez ha kig D’an dud pinvidik. |
Petra ‘servij kaout ur vuoc’h vat Ma skuilh he laezh gant un taol troad? |
Roit d’ar saout boued fraezh[1] Hag e savo dienn war al laezh. |
Soubenn al laezh pa vez re sall A lavar an dud zo ur meuz fall. |
Notennoù
kemmañ- ↑ Da lavaret eo : boued yac’hus.