Alabama Song
Alabama Song[1] a zo ur varzhoneg hag a voe savet ar pozioù saoznek anezhi e 1925 gant al lennegourez alaman Elisabeth Hauptmann (1897-1973) evit ar barzh alaman Bertolt Brecht (1898-1956). Lakaet e voe da ganaouenn pa voe krouet un ton dezhi e 1927 gant ar sonaozer alaman Kurt Weill (1900-1950).
Kanet e voe evit ar wech kentañ e 1927 gant gwreg Weil — an arzourez aostrian Lotte Lenya (1898-1981) — pa voe displeget Mahagonny-Songspiel e festival Baden-Baden (Republik Weimar d'an ampoent) : enrollet e voe gant ar ganourez d'ar 24 a viz C'hwevrer 1930.
Graet e voe ganti en-dro da-geñver Aufstieg und Fall der Stadt Mahagonny (Braster ha diskar kêr vMahagonny), un abadenn sonerezh gant Brecht ha Weill hag a voe diskouezet e Leipzig (Republik Weimar) d'an 9 a viz Meurzh 1930 evit ar wech kentañ.
Doareoù all
kemmañBrud nevez a voe degaset d'ar ganaouenn pa voe enrollet Alabama Song (Whisky Bar) gant ar strollad rock stadunanat The Doors e 1966 evit e gentañ albom The Doors. Un nebeud bloavezhioù war-lerc'h (e miz Gouere 1978) e voe enrollet un doare all, gwall souezhus, gant ar c'hanour saoz David Bowie (1947-2016) : embannet e voe ar bladennig d'ar 15 a viz C'hwevrer 1980 (o tougen Space Oddity war he zu B).
Kanet e voe Alabama Song ivez gant Angel Blue, Dalida, Dionysos, Marianne Faithfull, Chiara Galiazzo, Nina Hagen, Ute Lemper, Audra McDonald, Marilyn Manson, Melina Mercouri, Catherine Sauvage (La lune de l'Alabama), Soan, Peter Straker, Teresa Stratas, Dave Van Ronk, Viza ha Yelawolf.
Er sinema
kemmañLod eo an doare savet gant The Doors eus sonerezh The World's End, ar film gant ar filmaozer saoz Edgar Wright (1974-) a oa bet embannet e miz Gouere 2013.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Anavezet eo dindan anvioù all ivez : Moon of Alabama, Moon over Alabama ha Whisky Bar.