Ganet eo bet Alain Cedelle e Rabat e Maroko e 1957. Soudard e oa e dad. Goude studioù evit bezañ ijinour en em stailh e bro Roazhon ma oa genidik e familh. Stlennegour eo e skol-veur Roazhon I. Emezelañ a ra en UDB e 1986. Kuzulier-kêr e teu da vezañ e Bruz e 1995, en tu enep. Kemer a ra perzh er gevredigezh Div Yezh ha stourmet en deus evit savidigezh ar c’hlas divyezhek kentañ e kêr Bruz.

Mammennoù kemmañ