Alain Guionnet
Alain Guionnet, ganet e 1954, zo ur stourmer gall enepyuzev a sav a-enep an Holokost hag an trodroc'hañ.
Alain Guionnet
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Alain |
Anv-familh | Guionnet |
Lesanv | L'Aigle noir, Attila Lemage, Jacques Moulin |
Deiziad ganedigezh | 22 Ebr 1954 |
Lec'h ganedigezh | 14th arrondissement of Paris |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Kondaonet evit | nac'hañ an Holokost |
Micher | istorour |
Karg | Prezidant |
Bet war ar studi e | Skol ar studioù-uhel war ar skiantoù sokial |
Ezel eus | Association contre la mutilation des enfants |
Lec'hienn ofisiel | https://guionnet.wordpress.com |
En e yaouankiz e oa e penn ur strolladig eus an tu kleiz pellañ, anvet Oser lutter, oser vaincre ("krediñ stourm, krediñ trec'hiñ"), en Issy-les-Moulineaux . Sevel a reas ur gazetenn anvet La Guerre sociale.
Goude ur gwallzarvoud grevus-tre c'hoarvezet pa oa studier[1] e troas war-zu an tu dehoù pellañ. Levezonet e voe gant Roger Faurisson.
Kondaonet eo bet Guionnet d'ar prizon meur a wezh (e 1991, 1993 ha 1994) abalamour m'en doa nac'het an Holokost[2] Kondaonet e voe ivez evit bezañ droukkomzet diwar-benn Pierre Vidal-Naquet.[3], hervez al Lezenn Gayssot.
Levrlennadur
kemmañ- Valérie Igounet, "« post-révisionnisme », une dénonciation exacerbée du « pouvoir juif" , in Histoire du négationnisme en France, Pariz, 2000, (ISBN 2-02-035492-6).
Notennoù
kemmañ- ↑ Igounet, 2000, p. 554.
- ↑ (2011) Genocide Denials and the Law. Oxford University Press. 254 p. ISBN 9780199876396.
- ↑ (1997) "Diffamation envers la mémoire des morts". Légipresse