Sant Alban, pe Alban Verulamium, a oa ur merzher kristen, a orin roman moarvat, en Enez Vreizh, en IIIe pe IVe kantved. Dibennet e vije bet, war un dro gant ar sent all "Amphibalus", Julius, hag Aaron, e kêr roman Verulamium, a zo hiriv St. Alban's Cathedral, e kreisteiz Hertfordshire, 31 km en hanternoz da greiz-kêr Londrez, hag eno e vez enoret abaoe.

Ar vojenn

kemmañ

A-raok an amzer ma teuas ar relijion gristen da relijion ofisiel an impalaeriezh roman e veze heskinet ar gristeneien gant ar galloud. Alban en doa roet bod d'ur beleg kristen a oa klask warnañ, Amphibalus, ha levezonet gantañ e troas ouzh ar feiz kristen. Pa erruas ar soudarded e ti Alban da gregiñ er beleg e wiskas Alban mantell ar beleg hag e voe harzet en e lec'h. Dirak ar barner e anzavas Alban e relijion nevez ha kondaonet e voe abalamour da se. Dibennet e voe, a-hervez, el lec'h ma voe savet an iliz-veur anvet diwar e lerc'h, war un dorgenn serzh, ma ruilhas e benn war-draoñ, hag e lec'h ma chomas a-sav e tiflukas ur feunteun.

Pennadoù kar

kemmañ